Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Entier soutien à la démarche de Ai'Ta
Emglev Kevredel Breizh a zo a-du gant ar goulenn graet gant Ai'ta ouzh Claudy Lebreton, Prezidant Kuzul Departamant Aodoù an Arvor evit ma vo lakaet da dalvezout ar barelezh yezhoniel
Par Gwenael Kaodan pour Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 9/11/12 15:16

Emglev Kevredel Breizh a zo a-du gant ar goulenn graet gant Ai'ta ouzh Claudy Lebreton, Prezidant Kuzul Departamant Aodoù an Arvor evit ma vo lakaet da dalvezout ar barelezh yezhoniel hervez ar reoladoù etrevroadel e ti an departamant war dachenn Kermaria.

Parelezh yezhoniel hervez ar reoladoù etrevroadel a dalvez ent vonel lakaat da dalvezout melladoù ar Garta Europat evit ar Yezhoù bihanniverek.

E gerioù all, talvezout a ra e vefe hewel ha diraezus d'an holl vrezhonegerion an implij eus ar brezhoneg en holl lec'hioù ti an departamant.

Ret eo lakaat un termen d'ar gwallziforc'hioù e-keñver ar brezhoneg a stader re alies e Breizh, pa vez keñveriet gant pezh a c'hoarvez e Kembre hag el lodennoù all eus an Unvaniezh Europat. Degas a reomp da soñj da Claudy Lebreton, en em ziskouez talvoudegezh ur demokratiezh en doare ma pled gant he minorelezhioù. Rak-se n'eus netra feukus ma vez pouezet war ar poent-se, rak derc'hel gant al liessegezh yezhoniel a zo un arvez eus difennerezh ar bevdiseurtelezh.

War un dro e kinnigomp un dra eeun ha marc'had-mat : ra vo divyezhek hiviziken an enskrivadurioù war gostezioù an Ti-Bus hag an Naveo.

Ar Prezidant,

J-L Le Mee.

Voir aussi :
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
[ Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons