Simpl eo koulskoude : 6% eus an energiezh er bed a vez produet gant an energiezh nukleel, hag a brodu lastez a lakao miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù evit bezañ distrujet. Kozh-tre (tregont vloaz) eo ar c'hreizennoù nukleel-se. Ha dañjerus-spontus ivez. Ne c'hello ket Bro-C'hall padout pell gant arguzennoù e brezidant.
Selaouomp an den a ro pemp arguzenn, resis ha sklaer : ar sonerezh karget dre Internet gant krennarded ? Diposupl ? Deuet eo da vezañ un doare ordin hiziv an deiz gant an holl. Wikipedia, ul labour graet en un doare demokratel etre tud ordin, un huñvre ? Graet eo. An energiezh ? Memes tra. Echu eo mare ar hierarkiezh spontus, a-drugarez da Internet e vo ijinet un doare all da vevañ, da skignañ ar c'heleier, da aozañ ar vuhez pemdez.
Echu eo, neuze, amzer an nerzh nukleel ?