Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Didrouz bro C'hall war afer an nukleel e mor an Habask : ur film da welet evit kompren
Gant Larbi Benchiha e vez sevenet filmoù a-ziwar an nukleel e bro C'hall : De Gaulle, deserzh Aljeria ha taolioù esae ar vombezenn nukleel, stourmerien a-vremañ...
Par Fanny Chauffin pour FC le 30/01/16 13:20
:

Gant Larbi Benchiha e vez sevenet filmoù a-ziwar an nukleel e bro C'hall : De Gaulle, deserzh Aljeria ha taolioù esae ar vombezenn nukleel, stourmerien a-vremañ...

D'al lun 15/02 war Frañs 3 da 23e40 e vo skignet film nevez ar sevener eus Roazhon : istor ar re a zo bet klañv goude al labour kaset da benn e Tahiti, dindan an heol, gant ur c'habell-touseg "ken brav"...

Ur film da welet evit kompren pegen liammet e oa hag ez eo atav an nukleel un dra sekred, kuzhet mat gant ar Stad hag Areva. Trugarez d'an holl dud o doa kredet kemer perzh er film-mañ evit kompren pegen arvarus eo ur Stad diazezet war an uranium hag an atom.

Voir aussi sur le même sujet : stourm, uranium, kleweled