Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Kommanna ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :
D'ar Meurzh 8 a viz Kerzu 2009
Adalek 8 eur 30 noz
Kreizenn « Yves Quéguiner » (sal 3)
29400-Landivizio
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Gounidoù an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. An digarez ho po ivez da gejañ gant dileuridi skol Diwan Kommanna hag a vo laouen da zisplegañ deoc'h mont en-dro o skol.
Aozet eo an emvod-mañ evit kinnig ar rouedad Diwan gant ar soñj klask lañsañ ur raktres skol e Bro Landivizio.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03/ zaoumi [at] hotmail.com ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr