Ar sadorn 23 a viz C'Hwevrer e oa bet c'hoarvezet daou zegouezh a-bouez evit bed ar brezhoneg hag ar re vihan : emvod meur Divskouarn, ha sinadur ar garta evit diorren ar brezhoneg e lec'hioù degemer ar vugaligoù gant magouri Ti Poupigoù Bear.
Ur bloavezh fonnus
E Kawan, en Aodoù an Arvor, an hini eo e oa bet divizet er bloaz-mañ staliañ emvod-meur Divskouarn, ar gevredigezh evit diorren ar brezhoneg e bed ar re vihan. Un ugent den bennak a oa en em vodet asambles a-benn ober bilañs ur bloavezh kentañ a labour a vicher evit ar gevredigezh. Ur bloavezh a zo bet merket dreist-holl gant lañsamant karta Divskouarn evit an tiez bugaligoù, hag a zo bet sinet gant 5 framm c'hoazh. Da venegiñ a zo ivez an taolioù arnod kentañ daved ar magerezed : derou ur renabl, abadennoù buheziñ arbennik kentañ...
Evit mont pelloc'h ganti
Diazezet ma ' z eo bet er bloaz-mañ, ez eus bremañ gant tud Divskouarn, ur youl da vont pelloc'h ganti, da skouer en ur vont donoc'h gant tachennoù e-giz hini ar magerezed hag ar familhoù, an dalc'h a zo gellet lakaat e pleustr muioc'h a draoù pleustrek e-giz abadennoù buheziñ, stajoù arbennik, stummadurioù... Tout an traoù-se a vo graet evel just hep disoñjal brasaat rouedad al lec'hioù degemer lec'h ez eus brezhoneg, gant benveg Karta Divskouarn. Ar bloavezh 2008 a vo ivez hini rannvroeladur gwir labour Divskouarn, pa vo klasket kaout sinerien e pep korn ar vro, kement a strolladoù labour lec'hel. Arabat disoñjal kennebeut emañ Divskouarn c'hoazh gant ur youl kaout atav muioc'h-muiañ a izili, aze ez eus c'hoazh un neñneñ da gaout evit an den a vo hanter-kant ezel ar gevredigezh er bloaz-mañ e-giz warlene !
Ur c'hwec'hvet ti er jeu !
Un digarez brav eo bet ivez an abadenn-se evit gwelet ur vagouri deus bro Dreger, Ti Poupigoù eus Bear, o sinañ Karta Divskouarn. Dindan paeroniezh Annaig Kervella evit Ofis ar Brezhoneg, eo bet sinet live kentañ Karta Divskouarn gant Marianne Wroblewski, bez-prezidantez, Maïna Guillou, renerez, ha Marie-Hélène Ar Rouz, gopradez ar vagouri. An ti bugaligoù kentañ an hini eo ha n'eo ket deus Penn ar Bed, pezh a zo sur sin an diorren e Breizh a-bezh evit Divskouarn !