Dres d'ar mare ma'z eo tost kenañ anaoudegezh ar yezhoù rannvro gant ar Stad c'hall(emañ ar senedourien o tabutal er mare-mañ da c'hoût ma vo meneget ar yezhoù-se er vamm-lezenn), e ranker merzet e chom emsav al liesyezhegezh-abred ur stourm pemdeziek.
Daou skouer a zo er c'heleier er mare-mañ a zigas deomp da soñjal la n'eo ket hentenn divyezhek ebet er goudor c'hoazh. Goude manifestadeg souten da zifenn Dihun hag ar c'hlasoù brezhonek en deskadurezh katolik a oa bet e miz Meurzh, e teu bremañ kudennoù bras en div hentenn all.
Menegomp da gentañ skol divyezhek publik Merville en Oriant a zo paket c'hoazh : ret e vo d'ar mestr skol ober war-dro ur c'hlasad a 52 skoliad, enni 6 live disheñvel, a-benn an distro-skol da zont !
Goude-se e teu skol Diwan Montroulez, e vez goulennet ganti mont kuit deus an ti-skol, hep ma vefe kinniget dezhi un diskoulm dereat, ha kement-se goude tost ugent vloaz er gêr !
O welet tout an traoù-se e embann Divskouarn, ar gevredigezh da vrudañ ar brezhoneg a-raok ar skoliata, he souten da gerent skol divyezhek Merville An Oriant, ha da zifennerien Diwan Montroulez.