Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Stajiadezed o labourat.
Stajiadezed o labourat.
- Communiqué de presse -
Stumdi ha Divskouarn : bugaligoù ha brezhoneg war un dro...
Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek ha Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata o paouez klozañ, d'ar Gwener 30 a viz Genver e ti-degemer Lesneven
Par Claudie Motais pour Stumdi le 6/02/09 9:33

Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek ha Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata o paouez klozañ, d'ar Gwener 30 a viz Genver e ti-degemer Lesneven (29), prantad kentañ ar staj micherel war tachenn ar bugaligoù e brezhoneg. Graet en deus berzh ar raktres nevez-se war 5 implijadez a gont deomp penaos o deus bevet o frantadoù-staj.

En em ober diouzh ezhommoù an implijidi

“Da heul goulenn an dud a vicher eo bet divizet, gant an daou aozadur, labourat asambles a-benn sevel ar staj-se a zo e bal lakaat implijidi pe hiniennoù da dapout skiant a-benn ober gant ar brezhoneg, en un doare aes, war tachenn ar bugaligoù. Lakaet eo bet ar stummadur war daou zevezh : ar Yaou hag ar Gwener e-pad teir sizhunvezh, evit reiñ tu d'an aozadurioù dedennet d'en em renkañ a-benn stummañ o implijidi dre ar stummadur dibaouez”.

Reiñ un tañva eus ar brezhoneg d'ar bugaligoù

En em gavet eo asambles 5 implijadez, war-dro 40 bloaz dezho, pep a vicher disheñvel ganto : desaverez bugaligoù, buhezourez en ur magouri, skoazellerezed bugaligoù ha gwazourez kempenn.

Dibabet eo bet ar 5 stajiadez, deraouadezed war ar brezhoneg, gant o implijerien a-benn heuliañ ar stummadur. N'eo ket bet graet dre zegouezh rak e-barzh ar jeu emaont. Ur stajiadez a zispleg deomp perak he deus heuliet ar stummadur : « Raktres ar vagouri eo kaout implijdi o kemer perzh er raktres divyezhek. Ur choaz personnel eo ivez».

E-pad 6 devezh o deus tapet skiant war hentennoù pedagogel e brezhoneg : c'hoarioù, rimadelloù, kanaouennoù, frazennoù a vez implijet bemdez hag ur c'heriaoueg arbennikaet… a c'hello bezañ lakaet e pleustr war-lerc'h, war o lec'h labour.

Unan eus ar stajiadezed a zispleg deomp : « Roet ez eus bet deomp binviji evit ober gant ur bern c'hoarioù ha trukoù evit derc'hel soñj anezho».

Laouen eo bet ar stajidi da vare ar bilañs ha d'ar goulenn « Daoust hag eñ ho pefe c'hoant da heuliañ ur stummadur-all diwezhatoc'h ? » eo bet respontet gant an holl : Ya !

Annaig GUEDES, d'an 3 a viz C'Hwevrer 2009

Prantad nevez e miz Even 2009 (deiziadoù da resisaat).

Document PDF Logo. Source :Stumdi
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons