Labour :
Kas a benn raktresoù da zigeriñ klasoù divyezhek e lec’hioù nevez er Morbihan ha Liger Atlantel.
Heuliañ ha diorroiñ al lec’hioù divyezhek krouet : reiñ startijenn d’ar gevredigezhioù lec’hel ha krouiñ kevredigezhioù e lec’hioù n’eus ket
Kelaouiñ tud ar vugale war an divyezhgezh abred.
Labour kelaouiñ ha brudañ liammet gant ar c’huzul merañ ha gant an iplijidi all : Lec’hienn war ar genrouedad, kelouenn Div Yezh, brudañ, emgavioù gant ar gazetennerien.
q Statut :
ß Kevrad didermen (goude ur prantad gwelout)
Hanter-amzer da gentañ evit mont goude war leun amzer
Gopr diwar kenemglev micherel
Barregezh :
Titloù : BAC +2
Komz brezhoneg
Barrregezhioù war ar brudañ hag ar birvilh
Bezañ barrek war an urzhiaterezh
Kasit ho lizher (lizher kinnig ha kurikulum vitae) d’ar chomlec’h a zo e penn kentañ
DIV YEZH
Association de parents d’élèves pour l’enseignement
Du breton à l’école publique
10, rue Straed Gibert
22110 ROSTREN Tel. 02 96 29 23 33 DIV.YEZH .breizh [at] wanadoo.fr