Stumdi, aozadur stummañ war ar brezhoneg a ginnig deoc'h 2 staj berr ur sizhunvezh :
Dindan al loar gann
Eus ar 7 d'an 11 a viz Gouere 2008 e Landerne
Bep bloaz e Landerne e ro tro Gouel Kann al Loar da veajiñ dre abadennoù a bep seurt. E-pad ar festoù-se e kinnig Stumdi d'ar berzhidi ar staj dizoleiñ pe gwellaat ar brezhoneg dre ziduamantoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… liammet gant Gouel Kann al Loar.
Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn
Eus an 21 d'ar 25 a viz Gourhelen 2007 e Pont-Skorn
E-pad ar sizuniad-se e Pont-Skorn e vez roet tro d'ar berzhidi (live 2-3) da vevein a-barzh un endro gwenedeg. Tro o do ivez ar stajourion da zizoleiñ Pont-Skorn, d'en em gavet get brezhonegourion dre zeverrañsoù : stalioù a bep seurt, c'hoarioù… hag ur bochad souezhadennoù-arall !
Ar stajoù-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. Prizioù ispisial a vez kinniget d'ar studierien, d'ar glaskerien-labour pe d'ar strolladoù, adal 3 den.
Mard oc'h dedennet gant ar stajoù-se, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc'h kerkent.
Kavout a reoc'h amañ-staget ur flyer a ginnig ar stajoù.