Chaokañ mizer: un nevezenti gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Istor Bonaparte O'Coonassa, bet ganet e Corkadoragha, kêriadenn ijinet e Kornôg Iwerzhon, brav eston an endro, met paour-razh an dud o chom enni. Ur flemmskrid hag a lakaas fulor-ruz da darzhañ e-touez ar re a oa stad enno o vezañ difennourien ar gouezeleg hag an hengoun.
« Mizer a c'houzañvemp, gwech gant un aval-douar en hor genoù, gwech gant netra nemet gerioù gouezeleg flour… »
Setu roet ton flemmskrid diroll leun a fent du Flann O'Brien. Deomp da glevet danevell Bonaparte O'Coonassa en e barrez reuzeudik Corkadoragha, bro ar vizer du hag ar glav-pil diehan.
« Sed aze ur gwir skrivagner, spered gwir ar fent gantañ… » evel ma lavare James Joyce. Ul levr fentus ma 'z eus unan !
Troidigezh: Kristian Braz
Tresadennoù (gwenn & du) gant Patrick Lefko.
146 p. ; 11 x 18 cm ;
12 ¤
ISBN : 978-2-86863-172-5