Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/15/15287_1.jpg
Strollad Ploneiz
- Communiqué de presse -
C'Hoariva Ploneiz war al leurenn gant Shakespeare e brezhoneg
Setu strollad Plon8 war al leurenn en dro evit o eil bloavezh. Er bloaz-mañ o deus dilezet spered ar sketchoù a oa ganto warlene evit uhellaat a-galz o live betek krediñ c'hoari Shakespeare e yezh Jakez Riou.
Par Visant Rouxel pour C\\'Hoariva Ploneiz le 31/05/09 7:55

Setu strollad Plon8 war al leurenn en dro evit o eil bloavezh. Er bloaz-mañ o deus dilezet spered ar sketchoù a oa ganto warlene evit uhellaat a-galz o live betek krediñ c'hoari Shakespeare e yezh Jakez Riou.

Ha n'eo ket an disterañ pezh-c'hoari a zo bet dibabet ganto peogwir e kinnigont Romeo ha Julieta. Hag-eñ e c'hello ar strollad-mañ chom tost eus spered an oberour, n'eo ket sur daoust dezho da vezañ bet barrek a-walc'h evit klokaat ar pezh betek lakaat ac'hanomp da zizoloiñ nozvezh kentañ an daou garedig. Hag aze kraz an traoù ganto.

Gant o fent, o startijenn hag alioù fur Lou Millour e lak ar re-mañ ac'hanomp da gaout ur c'horfad plijadur .

E Breizh e vo diskouezhet ar pezh da gentañ penn e Ploneiz da geñver fest-noz Radio-Kerne hag un tamm pep lec'h diwezhatoc'h 'barzh ma vo galvet ar Strollad gant urn droiad etrevroadel evel bep bloaz.