Salud deoc'h,
Laouen-tre on da gemenn deoc'h e oa bet ganet dec'h kazetenn sizhuniek en linenn BREMAIK, breur pe c'hoar vihan Bremañ. En linenn e vo bep lun. Er gazetenn-mañ e kavoc'h keleier berr skrivet en ur yezh aes a-walc'h diwar-benn tachennoù disheñvel eus ar vuhez; seizh rubrikenn a zo en holl : arzoù-kaer, levrioù, sonerezh, sinema, en-dro, pemdez (dindan se e vo ar c'heginañ, ar c'hinklañ, ar c'hiz, ar gened, ar stalioù), sportoù ha darvoud ar sizhun. Ar rubrikenn ziwezhañ-mañ a vo siriusoc'h, lakaet e vo un darvoud ispisial war wel.
Kerzhit da weladenniñ al lec'hienn nevez-mañ. Digoust, digor (tu zo deoc'h moulañ ar pajennoù ha skignañ anezho ma fell deoc'h) eo BREMAIK !
Bec'h dezhi ! (voir le site) .
Bonjour,
Je suis très heureuse de vous annoncer que le nouveau journal hebdomadaire en ligne, qui paraît tous les lundis, et se nomme BREMAIK, est né hier. C'est le petit frère ou la petite soeur de BREMAÑ ! Dans ce journal vous trouverez des nouvelles courtes écrites dans une langue assez simple sur des sujets très différents de la vie, il y a 7 rubriques en tout : beaux arts, livres, musique, cinéma, environnement, vie quotidienne (cela recouvre la déco, la cuisine, la mode, la beauté, les magasins), sport et événement de la semaine. Cette dernière rubrique mettra en avant un événement particulier.
Courez visiter ce nouveau site. BREMAIK, c'ets un journal gratuit, ouvert (vous pouvez imprimer les pages et les diffuser à l'envie)
Allez y !
Katell