Embannet eo bet n'eus ket pell'zo e oa bet renevezet Burev “Breizhiz ar Bed – OBE” gant donedigezh Mikael Gwilhom ha Jakez Ar Foll o c'hemer ar postoù Prezidant ha Sekretour Meur . Reiñ a reomp hiziv ar gaoz da vMikael evit “Ger ar Prezidant”. Diskouez a ra Mikael dre ar ger se penaos e soñj “lakaat BaB-OBE da vezañ ur benveg efedus evit kas war-raok talvoudegezhioù sevenadurel, ekonomikel ha politikel Breizh e-touez ar Vretoned divroet hag er broioù e-lec'h emaint o vevañ.”
Kenvroidi ger
Genidik on deus Ploure, Bro-Pourled; e-lec'h e voen ganet tost da dri ugent vloaz bremañ. Dek vloaz tremenet-on deuet da grouiñ burev dileuriadur stal labour Vitalac en Azia. Ur stal labour anavezet mat eo Vitalac ha brudet-tre evit boud ur mailh etrevroadel e magadurezh ha yec'hed loened ha dreist-holl magadurezh ha yec'hed moc'h ha pesked. Diazezet em-eus stal labour Vitalac e meur a vro eus Azia : Thailand, Korea, Taiwan, Filipinez ha Vietnam evel just. Ouzhpenn tri mil tonenn frouezh ispisial hag eus ar gwellañ danvez a vez gwerzhet ganin ha gant va skipailh e broioù Azia. Toud ar frouezhioù-se a vez graet hag ezporzhiet eus labouradeg Vitalac lec'hiet e Karnoed e Bro-Gerne. A-raok dont da labourat en Azia em eus labouret e Breizh-Veur, Iwerzhon hag en Afrika ar C'hreisteiz eus 1979 betek 2000.
Kelenner a volontez vad e skol-veur Nong Lam e ker-Saigon ma'z on, e strivan da dreuzkas va skiant-prenet a vagadurezh moc'h da studierien da live mestroni. Pa chom ganin un nebeud eurioù vak e c'hoarian muzik keltiek ha vietnamek gant ar strollad “Lang Du”. Brudet mad a-walc'h e Vietnam, ar strollad “Lang Du”(1) zo bet pedet da vont da c'hoari er F.I.L en Oriant e miz Eost da zont.
Gant skoazell Jakez ar Fol , Benoît Jonet ha Trinh Quang Thanh hon eus diazezet KBBV-Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam tri bloaz'zo. Bep bloaz, Gouel Breizh-Gouel Erwan a vez aozet gant KBBV gant berzh bras. Warlene tost da 700 tud oa deuet da gemer perzh e Gouel Erwan-Gouel Breizh.
Brezhoneger a-vihanik on, met siwazh n'em eus ket desket da skrivañ ar brezhoneg lennegel. Desket 'm-eus komz brezhoneg gant va zud, va zud kozh ha gant ur voereb gozh a rae war ma zro pa oan bugel. Alies e ran ur meskaj gant rannyezh Bro-Bourled hag-hini Bro-Fisel. O vezañ ez on emsaver war tachenn ar sevenadur abaoe bloavezh dek ha tri ugent, me am eus kemeret perzh e kalz stourmoù evit ar yezh hag evit anaoudegezh hevelebiezh Breizh.
War poent kemer karg kadoriad Breizhiz ar Bed-Organisation des Bretons de l'Extérieur (BaB-OBE), eo ret din saludiñ al labour dispar hag heverk a zo bet graet gant an holl gadorladoù a zo bet e penn BaB-OBE en va diaraok ha dreist-holl Louis-Paul Heussaff hag en deus roet din he fiziañs. Red eo din ivez reiñ gourc'hemennoù ha mel d'ar velestrourien BaB-OBE, evit o labour pemdeziek estlammus. Int o deus en em ouestlet hep espern strivoù e-pad kement amzer evit BaB-OBE. Goulenn a ran ganto gant kalz izelder kalon kenderc'hel o c'hefredoù pouezus bras e-touez skipailh sturierien BaB-OBE. N'on ket evit spurmantĩn dazont BaB-OBE hep o perzh e melestradurezh ar gevredigezh.
Ma'z eo abred marteze c'hoazh evidon da ginnig oberiadennoù resis d'an dud en OBE, c'hoant am-eus memestra da eskemm ganeoc'h diwar-benn va gweladur eus BaB-OBE en amzer da zont.
Soñj a ran emañ BaB-OBE galvet da gendastum, dreist toud ho dibarelezhioù, an holl gevredigezhioù Bretoned divroet. Red eo deomp lakaat BaB-OBE da voud degemeret evel organ dileuriadel Bretoned ar bed a-bezh. Evit gounit an anaoudegezh-vat-se gant hon kenvroidi o vevañ e broioù estren ez eo ret deomp lakaat da gentañ hor c'hevredigezh da vezañ war-wel er “mediaoù” (skinwel, skingomz), kemer perzh en abadennoù ha gouelioù a bep sort (Gouel Breizh, FIL…), kemer perzh er manifestadegoù politikel (Breizh Unanet...) hag implij an holl droioù posupl da ziskouez BaB-OBE e buhez foran. Red eo lakaat BaB-OBE da vezañ ur benveg efedus evit kas war-raok talvoudegezhioù sevenadurel, ekonomikel ha politikel Breizh e-touez ar Vretoned divroet hag er broioù e-lec'h emaint o vevañ. Ret e vo dimp ijinañ ha kempenn oberiadennoù kelenn da ledanaat deskamant hor c'henvroidi divroet ha dreist-holl deskamant ar re yaouankañ war istor Breizh, hor yezh, ar sonerezh, an ekonomiezh, ar politikerezh evit dihuniñ o spered-bro hag ober diouto difennerien hon hevelebiezh breizhat hag artizaned e savadur ur vro loc'hus ha dieub. Hardizh ha frank eo ur steuñv a seurt-se ha-setu perak on dedennet gantañ evit gwir.
Trugarez deoc'h evit ho fiziañs hag ho skoazell. Bevet Breizh (Dieub)
(1) An Oriant Sadorn 13 a Viz Eost da 9 e noz, Grand Théâtre.: « Les portes de l'Annam », krouidigezh Vietnam/Breizh.