Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Article -
Biskoazh kemend-all... ur staj brezhoneg evit ar grennarded
Eus an 18 d'ar 27 a viz Eost 2012 e vo kaset an eil staj Biskoazh kemend-all ! le breton c'est d'la balle er Chapelle-Nevez, ur staj brezhoneg ijinet hag aozet a-ratozh evit ar grennarded 12-17 vloaz.
Par Katell Chantreau pour ABP le 4/05/12 15:56

Eus an 18 d'ar 27 a viz Eost 2012 e vo kaset an eil staj Biskoazh kemend-all ! le breton c'est d'la balle er Chapelle-Nevez, ur staj brezhoneg ijinet hag aozet a-ratozh evit ar grennarded 12-17 vloaz.

Dibar eo ar staj-se pa vez bodet gantañ tud yaouank barrek walc'h war ar brezhoneg dija (skoliataete Diwan pe er c'hlasoù divyezhek), reoù all a oar un tammig (skolidi bet en hentennoù divyezhek pe a heuilh kentelioù brezhoneg diret), ha deraouidi. 19 stajiad ha 5 buhezour oa en em gavet e Plijidi e miz Eost 2011 da-geñver dalc'h kentañ ar staj BKA, bet skoazellet gant ar Redadeg.

"Ac’hanta tudoù ! C’hoant ’peus da zeskiñ un tamm brezhoneg pe mont war-raok gant ar yezh ? C’hoant ’peus da c’hoari ha da c’hoarzhin, da dabutal ha da farsal, gant tud yaouank a bep seurt ? Setu ur staj hag a vo mat deoc’h.

Div eurvezh kentel brezhoneg a vez bemdez (live 0,1,2) : yezhadur, distagadur, troioù-lavar, c’hoarioù roll... Ha goude ? Kaout un tañva d’ar c’hanoe pe d’ar c’hung-fu, aozañ ur valeadenn war droad pe war varc’h-houarn, fardañ meuzioù lipous asambles, prientiñ un nozvezh kabared dreistordinal, kemer perzh e beilhadegoù dic’hortoz (den-bleiz, KKK, sonerezh diroll...). Plijadur vo, sur ha n’eo ket marteze !

Digor eo ar staj d’an holl skolajidi ha liseidi (ar re gouest da gomz brezhoneg flour hag an deraouidi)."

Titouroù hag enskrivadennoù : centre-foret-bocage [at] wanadoo.fr ; 02.96.21.60.20

Fotoioù ha videoioù ar staj 2011 : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons