Brav al labour, ur startijenn divent : piv e Breizh a c'hell bodañ kemend a dud e-pad nozvezhioù yen ha gleb bro Leon war un draezhenn gant orjalennoù tredan hir ha tev spontus, gouleier e pep lec'h, gwiskamantoù a bep seurt ? Piv a glask barzh skridoù Breizh pep eil bloavez danvez un Tan ha kurun ? Piv a ya da sevel ur pezh c'hoari adalek ur romant, a ro kentelioù noz, a ya a skol da skol da reiñ kentelioù c 'hoariva d'ar re yaouank ? Strollad ar Vro Bagan, eveljust !
Cheñchet eo bet un tamm istor morlaeron Mac Orlan : ar merc'hed a zo niverus, koulskoude, ar varc'hegerez a oa he-unan war ar vag el levr ar skrivagner. Peadra d'ober ul liamm gant ar merc'hed a zo bet o foetañ ar mor bras ...
Kit buan da welout an abadenn : c'hoariet e vo "a-raok an hañv" an div wech diwezhañ, hiziv ha warc'hoazh, e Kerlouan !