Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar C'hoursez a glask kompren diazezoù ideologel raktres ar gouarnamant oc'h adaozañ ar vonreizh ; nec'het eo ar C'hoursez ivez gant an tagadennoù a c'hellfe bezañ graet d'ar frankizoù hiniennel hag ho hollek
D'an 23 a viz Kerzu ez eus bet prientet, dirak kuzul ar vinistred, gant ar gouarnamant ur raktres oc'h adaozañ ar vonreizh a benn gwareziñ ar vroad
Par Ludovic Louboutin pour Gorsedd de Bretagne le 30/12/15 15:06

Kemennadenn ar C'hoursez Breizh evit ar c'hazetennoù, d'an 29 a viz Kerzu 2015

D'an 23 a viz Kerzu ez eus bet prientet, dirak kuzul ar vinistred, gant ar gouarnamant ur raktres oc'h adaozañ ar vonreizh « a benn gwareziñ ar vroad ». daoù boent a ya d'ober an destenn-se degouezhet bremañ e kambr an deputeed :

Logo Goursez Breizh.

- Enskrivet e vo ar stad a zifrae e barzh ar vonreizh ;

- Lamet e c'hello bezañ ar vroadelezh gall digant ar re div vroadelezh dezho.

Diwar benn ar poent kentañ : enklozet er vonreizh e vo ur pennad nevez 36-1 da virout ouzh unan da arguziñ a enep an doareoù mougus nevez n'int ket bet lakaet resis e lezenn an 3 a viz Ebrel 1955. An dachenn ma vo implijet warni danvez ar pennad-se a zo gwall ledan ivez, bez' e c'hello bezañ graet gantañ da skouer ma c'hoarvezfe ur gwall-zarvoud naturel ! Riskl a zo e vefe staliet ur renadur-stad dreist ar reol hag a lakafe ar frankizoù publik en arvar. Ur gouarnamant gantañ ar muiañ-niver er breujoù a c'hello neuze lakaat ar stad a zifrae da badout hep termen resis ebet dezhi !

Diwar benn an eil boent : plantañ ar vroadelezh e diabarzh ar vonreizh a dalv kement ha tennañ anezhi er-maez eus ar gwir privezat evit ober ur c'hraf politikel eus reiñ pe lemel anezhi, d.l.e emaer o sujañ da dezennoù an tu dehou pellañ, siwazh ! War dachenn ar gwir e c'hoarvezas an dra se ur wech dija e doug an istor da vare renadur-stad Vichy, un arouez mantrus pa'z embanner ur youl da zifenn talvoudoù ar Republik ! Rak dibab ar Fransizien en ur gastizañ anezho hervezh o geneliezh kent - etnikel neketa ? - a zo un taol grizias-tre a enep kevatalder ar sitoyaned, un dra gouest da derriñ diazezoù ar Republik.

Klask a ra Gousez Breizh kompren : anzav Korsiz ha Bretoned evel pobloù a zo dibossupl, prennet eo an nor abalamour da reolenn unanded ar bobl a Frañs, penaos neuze e c'hell ar gouarnamant klask mont war henchoù a gas pell eus ar mennozh-se ? Un taol dichek e c'hallfe bezañ ar goulenn-mañ met ret mat eo deomp henn ober :

Ur renadur etnikel e mod Bro-C'hall a vefe neuze e penn ar Stad ?

E Kemper d'an 29 a viz Kerzu 2015

Morgan, Drouiz Meur Breizh

Document PDF Raktres ar gouarnamant oc'h adaozañ ar vonreizh . Source :Goursez Breizh
Voir aussi :
logo
Gorsedd Breizh : Breudreurieuzh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, savet e 1899.
Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne, fondée en 1899.
[ Gwelout pennadoù all Gorsedd de Bretagne]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons