Eus an 9 d'an 13 a viz Gouere ez eus bet 12 stajiad o heuliañ ar staj ur sizhunvezh e brezhoneg « Kan ar Yezhoù » kinniget gant Stumdi. Ar berzhidi o deus gellet tennañ gounid eus ur programm pedagogel nevez.
Bep devezh a oa rannet e diou lodenn : deskiñ pe wellaat ar yezh dre oberiantizoù dudi diouzh ar mintin (divizoù, sketchoù, kanaouenoù, kazetenn ar staj, stal geginañ…) ha lakaat an traoù-se e pleustr diouzh an endervezh dre zizoloadenn kêr Landerne hag he stalioù. Roet ez eus bet tro dezho da welet lod eus an abadennoù gouel Kann al Loar : komediennoù brezhonek kinniget gant Strollad ar Vro Bagan diwar oberennoù Jarl Priel, dimeurzh diouzh an noz, hag an diskouezadeg « Les carnets de voyage » gant Max Radiguet, anezhañ ur skrivagner / tresour eus Landerne (1816-1899) displeget e brezhoneg gant stummerien Stumdi d'ar Yaou. Ar staj-se a vez kinniget bep bloaz gant Stumdi, d'ar memes mare.
Evit kaout muioc'h a ditouroù : STUMDI Manoir Keranden 29800 LANDERNEAU 02 98 21 39 94 bzh.stumdi [at] wanadoo.fr / www.stumdi.com le la les un de a au des une