Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/20/20314_1.jpg
- Dépêche -
Ar Redadeg : 130 000 euro dastumet
"Redadeg, 2010, redek evit ar brezhoneg" ! Roet e oa disadorn e Kemper chekennoù d'an holl c'hevredigezhioù o doa raktresoù, ha, goude bezañ priziet ar pezh mell abadenn, setu int o tisplegañ ar Redadeg 2012 o tostaat.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 24/10/10 11:30

Piv en dije kredet, pevar bloaz 'zo, e oa kad ur skipailh tud, evit lidañ tregont vloaz Diwan, da zastum kement a nerzh, a youl-vat ... hag a arc'hant evit ar Redadeg ?

Ha koulskoude, e c'hell bremañ Jean-Michel Saner embann an disoc'hoù, loc'h ennañ : 130 000 euro dastumet, 49 100 euro da Ziwan, 10 000 d'ar Chapel Nevez evit ur valizenn pedagogel, 10 000 euro d'al Liamm evit levrioù da selaou, 6000 evit Webradio, 6000 evit Ar Vro bagan (c'hoariva evit ar grennarded), 6000 euro evit Breizh Akademi (kentelioù brezhoneg evit ar vugale e-pad ar vakansoù e Plijidi), ha 5300 euro evit Tap da roched'ta !(raktres komite gouren Aodoù an Arvor).

Met ar pep pouezusañ, emit-hu ? An nerzh a zo bet roet d'an holl skolioù, skolajoù, kentelioù noz, kuzulioù redadeg e pep bro, o prientiñ aketus an hent, o tiwall war an hentoù (gwallzarvoud ebet), o vont war vor, war stêr, o kaout er c'harr-tan brezhonegerien ar vro o kanañ, o farsal ... Klevout ar vugale o kanañ gant les Ramoneurs de menhirs, r mor a dud o tibuniñ e straedoù Pondi ... Adkavet marc'h al lorc'h gant ar Vretoned, gouest, evit ur wech, da lakaat o brezelioù diabarzh a-gostez ?

600 km oa graet evit ar redadeg kentañ, 1200 km graet e 2010 etre Roazhon ha Pondi, 1500 a vo graet e 2012. 6 devezh ha 5 nozvezh, e 2010, 1500 km. Da bep kumun da ginnig e anv evit bezañ al lec'h loc'hañ pe erruout. Tem ar redadeg 2012 a zo da resisaat, e 2010 e oa : "ar brezhoneg er gêr".

Evit derc'hel soñj deus ar pezh a zo bet graet :

(voir le site)

(voir le site)

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons