Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/55/55132_1.jpg
Bugale skol Diwan ha krennarded skolaj Kervarker asambles evit redek e Kemperle
- Chronique -
Ar redadeg : atav ken fromus, ken bourrus, ken ...
Met perak an diaoul emañ tout an dud o vousc'hoarzhin, daoust d'ar strivoù diniver a zo d'ober evit redek ? Ur burzhud, un evaj burzhudus ? ...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 25/05/22 12:25
Redadeg Kemperle-Kombrit :
Réalisation : Ar Redadeg (130 vues)

Met perak an diaoul emañ tout an dud o vousc'hoarzhin, daoust d'ar strivoù diniver a zo d'ober evit redek ? Ur burzhud, un evaj burzhudus ? ...

Diaes eo kompren evit un den n'en deus morse bevet ur redadeg ar pezh a c'hoarvez war an hent, gant ar re a youl-vat, gant ar skar, gant an den 84 vloaz o redek, heuliet gant ur plac'hig 5 bloaz o redek ur c'hilometr evel ar re all, loc'h ennañ hag enni da zreuskas ar vazh, da redek asambles evit an hevelep raktres : ne vefe ket mui a c'hoaperezh, a zismegañs eus Pariz hag a eusyezhoù "ofi-si-el", evit yezhoù ar bed.

Neuze, evit ar re a zo boaz, daoust d'an niver bihan a dud o heuliañ a-wechoù, nerzh ar vugale, ar grennarded, ar skipailhoù lec'hel (600 den a youl-vat a-hed an 2022 km), ur blijadur eo gwelout tud o teskiñ brezhoneg, o komz brav, krennarded Diwan gant ar c'hoant da vont da sikour ar skipailh Skar ' benn daou vloaz, ar gerent nevez o tizoleiñ ar vuhez bev-buhezek n'eo ket cheñchet abaoe penn-kentañ ar Redadeg.

Ouzhpenn ur redadeg eo, hep kampion ebet, chikan ebet ("n'eo ket ar memes brezhoneg, ne gomprenan ket ac'hanout", kudennoù oad, kudennoù rummadoù disheñvel) ? Aze n'eus ket deus seurt traoù, ret eo mont war raok, mod pe vod.

Ha sonennoù brav, hag ijin o redek. Ur mekanik da grouiñ sonerezh, barzhoniezh, romantoù (daou Briz ar vugale daou vloaz zo), da grouiñ ur vro dre he hentoù brav, bord ar mor, en Arvor hag en Argoat, bra brav ar glav, brav an dud a-hed an hent.

Meuleudi d'ar Redadeg, gant ma vo muioc'h-mui a dud o teskiñ hag o taremprediñ gant ur yezh n'he deus ket lavaret he ger diwezhañ !

Voir aussi sur le même sujet : redadeg, brezhoneg, diwan
1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons