Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Dépêche -
Aet eo Andrea Barillec d'an Anaon
Benn-warc'hoazh, diriaou, da 2 eur e vo un oferenn en iliz Forest-Fouenant evit Andrea.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 2/11/11 13:10

Stourmerez evit ar brezhoneg, c'hoarierez, skrivagnerez ha leurennierez evit strollad c'hoariva Forest-Fouenan, reiñ a rae kentelioù noz abaoe pell, atav prest da sikour, da skoazell, da guzuliañ an holl dud.

Andrea, war divaskell an amzer

Roet 'peus hoc'h amzer evit lakaat yezh ar Vretoned da vezañ adimplijet, echu gant ar vezh hag an taolioù dismegañs.

Skañv evel ur valafenn, o tañsal er pezh-c'hoari dispar 'poa bet tro da c'hoari gant Louise Ebrel hag ur skipailh tud kozh e c'hoariva Kerne, e Pariz hag e pep lec'h e Bro-C'hall, diskouezet'poa an hent deomp, tud yaouank o teskiñ yezh ar vro.

Ha bravoc'h c'hoazh; kontet 'poa deomp penaos, merc'h vihan ur vamm gozh ne ouie ket mat prezeg galleg e oa bet mezhekaet-hi e Prefeti Kemper "on vous donnera la pension de votre fils quand vous saurez parler correctement le français".

Ha neuze, dibabet ganeoc'h da 8 vloaz vañjiñ ho mamm-gozh. Ha deuet oc'h a-benn, Andrea, a-drugarez deoc'h hiziv, e vez bugaligoù Diwan ha tud yaouank ha kozh oc'h addeskiñ ur yezh ho peus stourmet eviti. Kenavo Andrea ha mersi bras deoc'h ur wech ouzhpenn !

Voir aussi sur le même sujet : c\'hoariva,théâtre en breton
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 2 commentaires
Alwenn Le Mercredi 2 novembre 2011 14:50
"merc'h vihan ur vamm gozh ne ouie ket mat preg brezhoneg" ?
Brezhoneg, pe galleg ?
(0) 
fan Le Mercredi 2 novembre 2011 18:01
Trugarez Alwenn !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons