Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
400 bugel zo bet o vakañsiñ e brezhoneg evit an hañv
17 kreizenn vakañsoù war an 20 bet kinniget evit an hañv zo bet dalc’het : 9 e Penn-ar-Bed, 5 en Aodoù-an-Arvor, 3 e Mor-Bihan. 354 bugel o deus kemeret perzh enno. 40 bugel zo bet degemeret e kreizennoù dudi KEAV (Skaer) ha Les Diablotins (Landerne) e miz Gouere.
Par Katell chantreau pour UBAPAR le 19/09/06 0:35

Tro 400 bugel ha 2900 devezh vakañsoù e brezhoneg e talv en holl ! Tro 320 bugel a oa bet en ur greizenn vakañsoù pe dudi en hañv 2005. Raktresoù nevez zo bet kinniget er bloaz-mañ : ur c’hamp krennarded er Gerveur, ur staj hip hop er Chapel-Nevez hag ar c’hamp « an avantur e-kreiz ar c’hoad » e Sant-Visant-an-Oud. Ha berzh o deus graet. Evit ober war-dro ar vugale ez eus bet 14 den o heuliañ ar stummadur DABU diazez e miz C’hwevrer e Treglonou ha 10 er staj DABU donaat er Chapel-Nevez e miz Eost.

Petra a vo e 2007 evit ar vugale hag ar re yaouank ? Raktresoù nevez zo war ar stern : kaiak ha surf, staj kan ha dañs, war varc’h-houarn er c’hCorbières, ur c’hamp kostez lenn Gwerledan, ur veaj e Bro-Euskadi, ur staj Do you speak breton ?, ur sizhunvezh taol skoaz evit ar vugale o deus diaesterioù er skol, ur c’hamp divyezhek evit ar vugale a grog gant ar brezhoneg… Marteze e vo embannet ul levrig evit brudañ an holl stajoù evit ar vugale. Skignet e vefe er skolioù en nevez amzer 2007. Met evit kas da benn an holl raktresoù-se e vo ret stummañ buhezourien ha renerien nevez.

Deiziataer 2007 ar stajoù DABU-DARE DABU diazez : Sul 11-Sul 18 a viz C'hwevrer > Treglonou (29) DABU donaat : L 20- Sa 25 a viz Eost > Ar Chapel-Nevez (22) Natur hag avantur : Dizoleiñ ur vro dre an hentoù-treuz, santout tridal he c’halon, krouiñ. Ur c’hamera, ur re heuzoù hag ur sac’h kousket... pare oc’h evit an avantur. DARE diazez : Sadorn 31 a viz Meurzh- Sul 8 a viz Ebrel > Treglonou (29) DARE donaat : L 20- Sa 25 a viz Eost > Ar Chapel-Nevez (22) Hag evit ar wech kentañ : ur staj DABU donaat war sevenadur ha yezh Breizh-Uhel* Me 10-Sul 15 a viz Ebrel > Concoret (56) * digor d’an holl dud, stajidi DABU pe get, gallaoueger pe get, c’hoant gante kas sevenadur Breizh-Uhel war-raok.

Katell Chantreau, evit UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit Buheziñ ar broioù war ar maez)

Darempred Katell Chantreau, e karg eus ar raktres diorren an dudi e brezhoneg hag e gallaoueg 08 73 35 56 44 katell.chantreau [at] mouvement-rural.org www.ubapar.org/bretongallo/actu.html

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons