BODAD-LENN TI AR VRO KEMPER
Daou strollad brezhonegerien bodet tro-dro d'al lenn a zeu d'en em gavout e Ti ar Vro Kemper, unan evit eskemm diwar-benn un destenn bet lennet ganto a-ziaraok, egile evit mont pelloc'h gant an deskiñ lenn brezhoneg. Un ugent den bennak a zo deuet betek-hen en daou strollad.
D'ar merc'her 13 a viz Kerzu e vo bodad-lenn gentañ, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper. Da lenn e vo "An dour en-dro d'an inizi" gant Youenn Drezen, embannet gant Al Liamm.
Bodad an deskiñ lenn a gendalc'h d'en em vodañ bep merc'her betek dibenn bloavezh 2006, ha gwelet e vo da c'houde pet alies en em vodo war-lerc'h. Fonnus eo al labour ha youlet-mat ar berzhidi.
Mar fell d'an dud e c'hallont lakaat o anv ha dont da ezel eus Ti ar Vro Kemper a-benn kreñvaat hon emglev-bro ha degas menozioù nevez. 10€ e koust an emezeladur evit bloavezh 2007.
Si vous le voulez vous pouvez adhérer à Ti ar Vro Kemper. 10€ pour l'année 2007.
TI AR VRO KEMPER 3, reper Familh Gabaï, straed Jean Jaurès 29000 KEMPER 02 98 90 70 43 tiarvro-kemper [at] wanadoo.fr