Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Merc'her 11 a viz Kala-Goañv 2009, da 3 eur 30 d'enderv, en Iliz-rouanez Intron-Varia ar Joa e Pondi .
Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc'h ha tolpiñ an dud evit derc'hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d'e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.
Lerc'h-ouzh-lerc'h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Emile Masson, ha 4 laz-kanal (170 a dud) – Bouezh Santez Anna, , Kalonoù Derv Bro Pondi & Bubri-Melrant, Kanerion ar Skorv ha Bouezh er Mor – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez ar sonerion Kerlenn Pondi .
Mod-arall e vo meur a sonenn da lakaat an dud er sal da ganal ar un dro get ar lazioù-kanal, ken evit ober bourrapl d'an holl, ken evit roiñ da anavet ar sonennoù-se.
Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 3 eur 15 d'enderv, dre ma n'eus ket kalz a blas en iliz. Aozet get sikour Kêr Pondi.
Evit gouiet hiroc'h : 02 97 36 66 81