T. Gwilhmod le Jeudi 10 avril 2025 09:52
Yerma, pezh c'hoari Frederico Garcia Lorca bet
c'hoariet gant “Teatr Penn-ar-Bed” e Landerne d'an
12 a viz Gouere 2012, hag embannet e ti «Emgleo
Breiz». Berzet eo ouzh ar vugale dindan 12 vloaz.
Evel ma oa kaer gortoz e talc'h “Teatr Penn-ar-Bed”
da ginnig pezhioù-c'hoari a sko kalet ouzh ar relijion
gristen. N'eo ket souezh eta e vefe bet embannet gant
« Emgleo Breiz», a zo anavezet mat evit e spered
kleizelour - hag a-enep-broadel a-hend-all -,
dispac'hel sañset, hag a zo e gwirionez hervez red an
amzer a-vremañ, a bad da vihanañ abaoe ar
bloavezhioù tri-ugent e Breizh. Surfiñ war diskar ar
relijion gatolik a zo un ober diriskl ha politically
correct. Evit gwir e rankfed lavarout kentoc'h
“distummañ” ar relijion gatolik rak “distummañ” eo
a ra “Teatr Penn-ar Bed” ar feiz amañ, rak pa seller a
dost n'eo ket kristen tamm ebet emzalc'h an dud a zo
sañset katoliked er pezh-c'hoari. “Drouk-komzit,
drouk-komzit bepred : chom a raio atav un dra
bennak”, a lavare unan eus ar Filozofed. Abaoe
prosez Jezuz dindan Poñs Pilat e reer goap ouzh an
Doue-Karantez ! Netra a nevez !
Anat eo ez eo a-enep kristen aozer ar pezh-se.
Gouzañv a reas diwar e heñvelrevouriezh hag e
skridoù a zevoudas war ur seurt emlazh e 1936 pa oa
aet da chom en un tolead dalc'het gant kostezidi
Franco. Netra souezhus da heul : Graet ez eus bet
anezhañ ur merzher gant ar relijion vodern, a lavar
deomp eta e vije fall ar relijion gristen evit ar
merc'hed, a zo gwasket ganti. C'hoant he deus Yerma
bezañ Mamm met ne c'hell ket bezañ. Ha, sañset, ar
gevredigezh kristen hengounel a ra fae ouzh ar
maouezed difrouezh.... N'eo ket gwir ! Gaouiaded eo
Lorca ha “Teatr Penn-ar-Bed”. Reiñ a reont a youl
gaer ur skeudenn faos eus ur relijion a gasaont hep
hec'h anavezout e gwirionez. Dont a ra din en ur
skrivañ un tamm eus ur salm e latin :
Salm 112(113),
«Qui habitare facit sterilem in domo,
matrem filiorum laetantem»
“Hag e ra d'ur wreg gaonac'h o chom en un ti,
ur vamm laouen gant bugale”
Setu aze danvez an istor hervez un destenn savet
gant “Teatr Penn-ar-Bed” : “Yerma a stourm en aner
gant he c’hoant da vezañ mamm pa ne c’hell ket
bezañ. Dindan ar bec’h emañ : mont a ra a-benn
dezhi hec’h-unan, a-benn d’he gwaz Juan ha ne ra
ket forzh eus kaout bugale, a-benn d’ar gevredigezh
ma vev enni, hag a-benn d’an natur. Hemañ zo unan
eus an tri fezh bet skrivet gant Lorca en-dro da stad
ar merc’hed war ar maez e Andalouzia, gant
Euredoù gwad ha Ti Bernarda Alba. Barzhoniel-
kenañ eo yezh Lorca, enni skeudennoù erotek kreñv,
skeudennoù tennet diouzh an natur, ha skeudennoù
all tennet diouzh ar Bibl. Enep d’ar blaenenn grin
m’eo Yerma emañ an natur frouezhus, bed ar
feunteunioù hag ar bleunioù.»
A-dra sur, maz eus “skeudennoù erotek kreñv”
n'emañ ket ar pezh-c'hoari da ziskouez d'ar
vugaligoù dindan 12 vloaz, na zoken d'ar re all, ha pa
vefent kalz koshoc'h ! Ha ne lavar ket aozerion ar
pezh en em sav ivez Yerma a-enep Doue, Doue
krouer ar Gristenion. Ha padal e ranker lavarout ez
eo eno emañ an dalc'h : peseurt Doue a ziskouez
Lorca d'an dud dre e bezh-c'hoari ? Krediñ a reomp
ez eo mat Doue e kement tra a ra pe a vez aotreet
gantañ, ha pergen pa c'hoarvez an Droug, ar gwalleur
pe an nammoù en hor buhezioù. Sur-a-walc'h e
c'hellomp klemm ouzh Doue, lavarout dezhañ ar
poanioù a ziwaskomp, met en em sevel outañ evel
ma ra Yerma, ha lazhañ he gwaz evel ma ra en
dibenn, lakaat ar bec'h war ur gevredigezh kristen
diwar ar maez evel ma ra Lorca, se a zo follentez
hepmuiken. Istor ur follez eo Yerma, eta. Netra
souezhus ne c'hell en em gavout eta : ur follez ez eo,
a lavaran deoc'h. An aozer a c'hell he lakaat d'ober
forzh petra, bepred e vo digarezet. Diouzh ur muntr
zoken !
Da echuiñ un dra : Lorca a verk mat ez eo graet ar
merc'hed evit kaout bugale ha sevel anezho. Kement-
se a nac'h ar gevredigezh a-vremañ. En o c'horf emañ
ar bondoug naturel-se a vez nac'het gant
kealiadurezh ar “gender” er mareoù-mañ, ha nac'h
kement-se a ziberc'henna ar maouezed diouzh o
galvadenn gaer, hag ar wazed diouzh o c'hefridi a
viskoazh da wareziñ ar re a zo fiziet enno, pergen dre
liamm santel ar Briedelezh. Rak soñjal a ra din – hag
an Iliz a zo a-du ganin ! - o deus ar vugale, kement
bugel gwitibunan ar GWIR da vezañ ganet e stern ar
1
Briedelezh. Ar re a vez ganet en un degouezh all a-
youl e vez nac'het outo ur stern naturel ha diogel ha
prouet eo gant sifroù e c'houzañvont diwar-se.
Penaos ne rafent ket ???!
Met evelkent, ha paz eo ar fed bezañ mamm hervez
ar c'hig an hent naturel da vezañ evurus evit ur
vaouez - va digarezit da rankout lavarout traoù ken
anat ! - ned eo nemet UN hent hag e fin ar gont.
Finvelezh an dud evel tud, paotred ha merc'hed, a zo
ar memes hini : deskiñ karout. E koublad Juan ha
Yerma ez eus un dra a-dreuz evel e kalz koubladoù a
vremañ : meskañ a reont an hent (an “ezhommoù”)
hag ar finvelezh. Tu ez eus da vezañ evurus hep
kaout bugale, met n'eus ket tu da vezañ evurus hep
karout na bezañ karet. Ur gevredigezh a zisoñj an
dra-se, evel hini Yerma, n'eo ket kristen. Hag ur
gevredigezh a lavar d'ar merc'hed kemer pilulennoù,
en em wiskañ evel paotred (pe... en em ziwiskañ
evel... gisti), lazhañ ar vuhez en o c'hof, kontañ war o
micher evit dont a-benn en o-unan er vuhez hep
skoazell o gwaz, a nac'h outo e gwirionez da chom
sioul er gêr d'ober war-dro an oaled, da gaout bugale,
d'o sevel, da ren ur vuhez eeun e stern ar briedelezh
e-lec'h en em ro an daou bried an eil d'egile ha d'o
bugale. En ur ger da vezañ evurus. Kement-se a zo
dizenel.