Emaoc'h o klask ur prof dibar evit ur mignon pe evidoc'h ?! Profit ur staj brezhoneg 'ta !
E miz C'hwevrer e vo aozet un dibenn-sizhun staj brezhoneg gant Kentelioù an Noz. Graet e vo er greizenn Feunteun ar Vretoned e Porniz, d'ar sadorn 22 ha d'ar sul 23.
Tro ho po d'adwelout ho paregezhioù ha mont pelloc'h gant ar yezh, c'hoari, zañsal, kanañ e brezhoneg, hag ivez da weladenniñ Pornizh, ur gêr vrav anezhi, ha kejañ gant brezhonegerien ! Plijadur a vo, penn da benn !
En ul lec'h dreistordinal e tremenoc'h un dibenn-sizhun leun a souezhenn ! Digor d'an holl eo ar staj : deraouidi, deskidi ha brezhonegerien ampart. Bemdez e vo kinniget deoc'h 3 c'hentel pe obererezh e brezhoneg.
Prizioù :
An dibenn-sizhun (an holl predoù hag an nozvezh war al lerc'h) : 90¤ priz leun, 70¤ priz bihanaet.
Un devezh (gant ar pred) : 40¤ priz leun, 35¤ priz bihanaet.
Ret eo emezelañ d'ar gevredigezh (15¤).
Soñjit da brofañ ar staj, evit un deiz-ha-bloaz, ur gouel bennak, pe evit ar blijadur brav da brofañ ! Tu zo da gemer perzh er staj evit un devezh pe evit an dibenn-sizhun en-he-bezh. Kit e darempred ganeomp evit kaout muioc'h a ditouroù, lakaat ho anv pe goulenn un tiket-prof !
Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz [at] gmail.com