Fellout a ra deoc'h gwellaat ho live brezhoneg en un droare plijus ha efedus ? Grit ur staj ganeomp !
Kentelioù an Noz a ginnig ur staj brezhoneg un devezh d'ar sadorn 15 a viz Du. Emgav er greizhenn Yezhoù ha Sevenadur, 13 straed ar Breolimer e Sant Ervlan.
Ar staj-se a zo graet evit ar re o deus c'hoant mont un tammig buanoc'h gant deskiñ ar yezh, pe adwelout poentoù yezh o deus disoñjet. Un digarez eo evit deskiñ, tremen ur mare plijus ha kejañ gant brezhonegerien all.
Ar staj a bado un devezh, met posupl eo dont evit an hanter-devezh nemetken. Digor eo ivez d'an dud n'int ket deskarded gant Kentelioù an Noz, evel-just.
Roll an devezh
9e30 : degemer gant ur banne kafe
10e – 12e : kentel gentañ
Pred asambles gant ur banne kafe. Degasit ho poued.
1e30 – 3e : eil kentel
3e30 – 5e : trede kentel betek 5e
Priz : 18¤ an devezh, 10¤ an hanter-devezh. Kit war hon lerc'hienn breton-nantes.org evit lakaat oc'h anv !
Na chomit ket etre daou : deuit darempred ganeomp evit kaout muioc'h a ditouroù !
Kentelioù an Noz : 02 40 20 39 74, kenteliouannoz [at] gmail.com