Gwelet oa bet e-pad pell bro Kemperle evel ur vro n'he doa ket dilennidi a lake ar brezhoneg da vont war raok : kudennoù skol Diwan Kemperle, nebeut tre a zilennidi o tifenn ar yezh ...
Cheñch a ra an traoù, dousig, met memestra, niverusoc'h niverusañ eo an tiez kêr a sin ar garta "Ya d'ar brezhoneg", klasoù divyezhek Tremeven a zo gant 60 bugel ha tri c'hlasad, hag a bep seurt traoù a vez aozet evit ar vrezhonegerien : emvodoù ar vrezhonegerien (kafe pemp eur ur wech ar miz), stajoù brezhoneg (gant Mona Bouzeg e miz Genver, Meurzh ha Gouere), div skol Diwan, kentelioù brezhoneg evit tud a labour en ti-kêr Kemperle hag e kumuniezh kumunioù, kentelioù e tiez krampouezh, feestoù-noz un tammig e pep lec'h, abadennoù me a gan, filajoù, ...
Setu Marcel Moysan, maer Kerien, oc'h ober prezegenn digoradur Taol Kurun.
Brezhoneger a-vihanig, prest da sikour raktresoù Sant Erwann o tont, o prientiñ baleadennoù sevenadurel, o kalonekaat ar skolaerien da lakaat muioc'h a blas d'ar brezhoneg er c'hlas ...