Kentelioù an Noz Gwinieg a ginnigo ur valeadenn e brezhoneg e Gwaled, kêr-benn Gwinieg Naoned ! An trede baleadenn rakwelet gant ar gevredigezh an hini e vo. Er bloaz-mañ e vo aozet pevar ganti.
Roll an devezh : gweladenn iliz Itron Varia, baleadenn e-kreiz ar winieg etrezek Kastell Noë, hag evit echuiñ ez aimp betek Montys, e lec'h ma'z eus kavet ur c'hastell kozh. E fin ar bourmenadeg e tebrimp en un ti-krampouezh e Gwaled.
Emgav da 9e45, dirak iliz Gwaled. Digoust met ret eo lakaat hoc'h anv evit mirout an ti-krampouezh.
Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz [at] gmail.com