350 haiku a oa bet skrivet evit ar festival ar bloaz paseet. Ne chom neuze nemet 80 da zastum er bloaz-mañ a-raok… dilun hanternoz.
108 haiku zo war ar renk, a-drugarez da skolioù Tremeven ha Kemperle, ha da skolajidi skolaj Diwan Ar Releg Kerhuon heñchet gant Gwenole Bihannig.
33 haiku gant ar re deuet avat, pa vez kontet 94 haiku e galleg gant tud eus Roumania, Kebeg, Bro-C'hall.
Neuze, tudoù, klaskit mat : "skolig al louarn, lern kozh, bout sot evel ul louarn tapet gant ur yar", louarn Saint-Exupéry, louarn ar Grennamzer, lern an amzer a vremañ… Sellit dindan un nebeud skouerioù a-raok kas da taolkurun [at] laposte.net
Evit o lenn : (voir le site)
Kalon vat !
Kerzh da gac'hat
eme louarn ha gad
war dachenn ar ZAD.
Al louarn digabestr
a dreuz gwenodenn ar c'hoad
toupenn ar goañv.