Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Compte rendu -
Taol mouezh ebet gant ar re yaouank ?
Abadenn dec'h e Glenmor gant al liseidi, peadra da c'hoarzhin ha d'ober goap ouzh ar vrezhonegerien, tud al lise, gant plijadur...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 2/06/16 22:44
:

Abadenn dec'h e Glenmor gant al liseidi, peadra da c'hoarzhin ha d'ober goap ouzh ar vrezhonegerien, tud al lise, gant plijadur...

Leun chouk ar Glenmor gant 370 lisead dec'h e Karaez, gant ur skipailh teknisianed atav ken ampart ha degemerus. Teir abadenn, hini an eilvedidi gant meur a dra (dañs, telenn, Shakespeare, Ribes, Roparz Hemon, testennoù ijinet gant al liseidi), hini ar re Dermen gant un "one man show" dirollet oc'h ober goap ouzh boazioù ar gelennerien hag oc'h ober martezeadennoù war dazont renerezh al lise. Ar Schtroumpfiz o doa graet tro ar skolioù divyezhek ar vro o doa prientet meur a souezhadenn ivez... Setu neuze daou anezho o plantañ reuz er sal gant istor daou ganfard o komz eus o amzer dremenet pa oant liseidi e Karaez.

Voir aussi sur le même sujet : stourm, deskadurezh, diwan
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons