Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stumdi : Ar stummadur uhel war ar brezhoneg
Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid. Kinnig ar stummadur Studiet eo bet gant an aozadur, e-pad ar bloavezh 2007, an ezhommoù ha resisaet eo bet ar stummadur (deiziadoù,
Par Claudie Motais pour STUMDI le 5/02/08 11:08

Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.

Kinnig ar stummadur

Studiet eo bet gant an aozadur, e-pad ar bloavezh 2007, an ezhommoù ha resisaet eo bet ar stummadur (deiziadoù, tud, programm…). Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 (rak-enskrivadurioù niverusoc'h) ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c'hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c'hoant tapout ul live uheloc'h e brezhoneg. Evit respont d'an ezhommoù-se e kinnig Stumdi ur staj stank-ha-stank « ober gant ar yezh », dre soubidigezh, a strolladoù adal 6 betek 10 den. Buhezet e vo ar stummadur-se gant stummerien Stumdi ha gant tud eus an diavaez, kelennerien skolioù-meur en o zouez, evit stalioù ispisial hag evit prezegennoù.

Sikourioù a-benn paeañ ar stummadur

Ar stajidi (implijidi, tud dilabour) a c'hello tennañ gounid eus sikourioù (hollek pe zarnel) a-benn paeañ ar stummadur. An implijidi a c'hello sevel o goulenn dre aozadur ehan hinienel ar stummadur (CIF – Formiris – Afdas) a zastum skodennoù “stummadur dibaouez” gant o embregerezh (goulenn titouroù d'an implijer). Stummadur an dud dilabour a c'hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh (nebeut a blasoù).

Enskrivadurioù

Evit lakaat e anv a-benn heuliañ ar prantad kentañ eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 e Plañvour (56) pe e Landerne (29) (ma vez a-walc'h a enskrivadurioù).

Goulennit ur follenn enskrivadur da :

STUMDI - BP 311 - 29800 LANDERNEAU pgz : 02 98 21 39 94 Mel : bzh.stumdi [at] wanadoo.fr Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc'h un emgav.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons