E sal ar pevar Avel, setu strollad Kallag o c'hoari ar pezh o deus troet deus ar galleg, skrivet diwar Eduardo Manet (c'hoariet e Avignon e 1986). Simpl eo an istor : c'hoant en deus Mazeas ar c'higer dont da vrezeliñ, bezañ adoubet, bout ur gwir marc'heger, met tamm ha tamm, ken dipitet eo gant istor e familh, ha trubuilhoù bet kaset gant ar brezel, dont a ra da vezañ "na fur, na sot", ur sant marteze ....
An den dort, c'hoariet gant Yann-Per Derredel a sikour anezhañ da bareañ soudarded gloazet o tennañ dezho biroù, tammoù kontili chomet en o pennoù... C'hoarzadegoù a zo bet kalzig (doare Monty Python, gant ur gador ruilh, lunedoù pell, boestoù made in Breizh...), ha c'hoariet brav eo, evel boaz gant ar strollad-se a zo deuet da vezañ unan deus ar re vrudetañ e Breizh.
Kaset al labour leurenniañ gant mamm ar c'higer Mazeas, aktourez, leurennierez : Mari-Elen Morvan. Brezhoneg saourus bro Dreger a zo ganti ha gant an darn vrasañ deus he skipailh, daoust d'an taol mouez Breizh Veur a zo gant un aktourez nevez. Ur gwir blijadur eo gwelout anezho bewech hag emaint o treiñ war ur bern leurennioù e Breizh.
Da welout bremaik e Lokoal Mendon, gant div abadenn, unan evit ar re yaouank : 2e30 e sal Emeraude "Avanturioù ar mab Hemon" ha "Mazeas ar c'higer" da 8e45 d'ar gwener 23 a viz Here.
evit gouzout hiroc'h : (voir le site)