Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stajoù c'hoariva, digor d'an holl
An distagadur hag ar pouez-mouezh en teatr gant Jean-Claude Ar Ruyet ha Bob Simon e Sant-Kadou
Par Kevredad C'Hoariva pour C'Hoariva le 24/10/11 12:19

"Stajoù c'hoariva digor d'an holl"

Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti.

Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.

Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.


Program an eil staj

An distagadur hag ar pouez-mouezh en teatr

gant Jean-Claude Ar Ruyet ha Bob Simon

D'an 3-4 a viz Kerzu - Sant-Kadou (Sizun) - Jit Straed Ar Skol

Ober anaoudegezh gant ar yezh komzet, he lusk hag he frozodiezh.

Komz a vouezh uhel, evit bezañ komprenet mat, dre reiñ da glevet ur brezhoneg sklaer ha gwirion (na vo ket peget warnañ modell ar galleg) war ul leurenn.

Kinnig a ra Jean-Claude Ar Ruyet peder reolenn da heuliañ evit an distagañ mat e brezhoneg, hag a vo lakaet e pleustr a-hed ar staj, gant poelladennoù, c'hoarioù, testennoù c'hoariva ha kanaouennoù.

Document PDF Stajoù c'hoariva e brezhoneg. Source :Kevredigezh C'Hoariva
Voir aussi :