"Deomp d'ar playa ! Bamos d'an draezhenn, ho ho ho !"
Kinnig a ra ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur dibenn-sizhun staj er greizenn "Les Korrigans" er Poulgwenn d'ar Sadorn 15 ha d'ar Sul 16 a viz Meurzh 2008.
Peder c'hentel evit pevar live studi war daou zevezh ! Peadra da reiñ startijenn d'an deskiñ brezhoneg en un aergelc'h a blijadur, fest hag etreoberiat. N'eo ket harpet hot stajoù war an hentennoù implijet en hor c'hentelioù met war c'hoarioù, sketchoù hag obererezhioù savet a-ratozh-kaer.
Priz ar staj etre 45 ha 65 €. Bod ha boued kinniget. Ar greizenn dudi ha vakañsoù "Les Korrigans" zo d'an 13 bali ar Golf er Poulgwenn. Gallout a reer lakaat e anv betek ar Sadorn 8 a viz Meurzh. Titouroù hag enskrivadurioù : kann [at] netcourrier.com pe 02 40 20 39 74. Ar pezh-stag a c'hellit ivez pellgargañ, leuniañ ha degas deomp d'ar chomlec'h da heul : Kentelioù an Noz - 10 straed ar Bourget - 44000 Naoned.
Da 4 eur e vo echu ar staj d'ar 16 a viz Meurzh a-benn ma c'hallo pep hini mont da votiñ.