Bep bloaz e vez aozet gant Kentelioù an Noz ur staj brezhoneg war an aod e-pad un dibenn-sizhun.
Tro ho po d'adwelout un tammig ha mont pelloc'h gant ar yezh, met ivez kejañ gant brezhonegerien all, ober anaoudegezh gant obererezhioù e brezhoneg, ha tremen un dibenn-sizhun war vord ar mor. E-pad ar staj e vez heuliet kentelioù brezhoneg, dañset, kanet, sonet, c'hoariet mod hengounel, c'hoarziet, kaozeet ha debret mat.
Evit an holl deskidi eo ar staj, deus al live kentañ betek al live uhelañ. Ar berzhidi a zeu deus Liger-Atlantel, met ivez deus departamantoù all ha deus rannvroioù all zoken. Da gustum e vez tegemeret tud eus Il-ha-Gwilen, Morbihan, Vañde, Maine-ha-Liger.
Degouezhout a raio ar staj d'an 9 ha d'an 10 a viz C'hwevrer 2013. An degemer a vo d'ar Sadorn mintin, hag ar staj a echuo d'ar Sul fin an abardaez. Evit ar staj-mañ e vo degemeret ar strollad e kreizenn dudi Séjour Plein Air, e Feunteun ar Vretoned e Pornizh. Ar greizenn a zo tost-tre ouzh ar mor. Al lec'h a zo dreist, sioul, gant ur gwel dispar.
Hag evit ar vugale? Rakwelet en deus ar gevredigezh pep tra : obererezhioù a vo graet gant ar vugale pa vo an dud er c'hentelioù. Er priz evit ar vugale ez eus ar predoù, ar c'housket evit ar re a chom e-pad tout en dibenn-sihzun hag an obererezhioù.
Er priz evit an dud deuet ez eus ar predoù, ar c'housket evit ar re a chom e-pad tout en dibenn-sihzun, ar c'hentelioù brezhoneg hag an obererezhioù :
evit an dibenn-sizhun, 70€ priz leun, 60€ priz bihanaet. 35€ evit ar vugale.
evit un devezh gant predoù, 35€ priz leun, 30€ priz bihanaet. 15€ evit ar vugale.
Digor eo an enskrivadurioù. Kit e darempred gant Kentelioù an Noz evit lakaat hoc'h anv pe goulenn titouroù ouzhpenn.