Emaomp o paouez klevout ar c'hudennoù a oa etre ar skol Diwan ha ti-kêr Lesneven. Setu perak e fell da Strollad Breizh souten ar skol. Evidomp eo anat en deus ar brezhoneg e blas er vro hag e rank bezañ skoazellet evit e ziorroadur ar buanañ ar gwellañ. Siwazh e chom c'hoazh dilennidi a gendalc'h da stourm a-enep dezhañ.
Ne gomprenomp ket abalamour da betra en deus an ti-kêr an emzalc'h-se da geñver ur skol a aoz gouelioù a bep seurt e Lesneven abaoe 30 vloaz. Ur chañs eo kaout ur skol Diwan er gumun, ha rankout a reer he lakaat war-wel.
Goulenn a reomp neuze gant an ti-kêr da ober ur striv evit ma vefe kavet un diskoulm a vo mat evit an holl. Mat e vije dezho profitañ eus ar gouel evit diskouez e chomont tost ouzh yezh ha sevenadur ar vro hag e roont un dalvoudegezh d'ar garta Ya d'ar brezhoneg ! zo bet sinet ganto.
Yves Pelle
Prezidant Strollad Breizh