Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/39/39709_1.jpg
haiwrimo brezhoneg 2016
- Communiqué de presse -
Skrivit un haiku bemdez !
Haimizskriv, pe Haiwrimo e saozneg : mizvezh skrivañ haiku eo miz Meurzh, ur ger nevez roet deoc'h bemdez war ar bajenn fbk "fea", ha setu tout !
Par Fanny Chauffin pour FC le 1/03/16 23:06

Haimizskriv, pe Haiwrimo e saozneg : mizvezh skrivañ haiku eo miz Meurzh, ur ger nevez roet deoc'h bemdez war ar bajenn fbk "fea", ha setu tout !

Evit ar c'hentañ a viz Meurzh, ar ger oa "geotenn", ha setu ar pezh a zo bet kaset :

E-touez ar geot

loenedigoù a bep seurt

saout o taskiriat.

Kirill Giraudon

Ur palenn war ar geot

Buoc'hig-doue

O redek war ma c'hroc'hen.

Gwenvred Latimier-Kervella

Geotenn ar werc'hez

levr kozh Jakez Riou

poultrenn hag awen.

Milena Krebs

Tamm ha tamm e teu

ar geot lentik ha tener

en nevez amzer.

Regine Guillamot

Evit mont war eeun war ar bajenn : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : haiku, krouidigezh