Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Agenda -
Skignadenn film “Aotrou Constant” e brezhoneg sevenet gant Alan Simon
Da geñver mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e miz Meurzh, Ti ar Vro Gwened a ginnig deoc’h bannañ ur film brezhonek istitlet e galleg er Cinéville Parc Lann Gwened. "Aotrou Constant", film sevenet gant Alan Simon.
Par Anne-Claire Quiviger pour Ti ar Vro Bro Gwened le 21/02/25 14:48

Alan Simon, aozer-soner, skrivagner ha filmaozer a orin eus Breizh n’eus savet ar gomedienn dramaek-mañ. Kinnig a ra ur skignañ sebezus, ennañ Jean-Claude Drouot, Danièle Evenou, Cali ha Jean-Yves Lafesse war Enizenac'h. 

Synopsis. "Constant Lucas ul luc'hskeudenner brezel kozh o chom war Enizenac'h e Breizh, moustret gant eñvorennoù eus an hini a oa anavezet gwechall dindan an anv "steredenn Siberia". N'eus ket tu da dremen hebiou d'ar garantez entanet-se a c'hwezh anezhañ bepred. A-daol-trumm e teuas e vab Sergio d'en em gavout asambles gant ur verc'h vihan anvet Adéla n'en doa ket kejet Constant ganti morse …”

Gouestlet eo ar skignadenn-mañ da skoazell ar rouedad Diwan ha resisoc’h evit Skolaj-Lise ha skol Diwan Gwened. Evit Alan Simon ez eo pouezus-kenañ harpañ ar rouedad Diwan a dreuz diaesterioù arc’hant er mare-mañ. 

Gant ar gevredigezh Dizale eo bet advouezhiet ar film e brezhoneg e 2024. 

Merket e vo an abadenn gant ar sevenour Alan Simon e-unan hag eskemmoù a vo aozet goude ar bannañ.

Bloavezh produiñ : 2023 / Padelezh ar film : 1e48

darvoud facebook

Voir aussi sur le même sujet : sinema, mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg
0  0  
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Ti ar Vro Bro Gwened]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 0) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons