KEMENNADENN Emsavadeg ar Bonedoù Ruz :
Silzigerezh ar prefed tamallet gant Kuzul Sevenadurel Breizh
Mantret eo bet Kuzul Sevenadurel Sevenadurel Breizh gant emzlac’h prefed Penn ar Bed en deus silziget a zevri ur bannel douristel savet gant ti-kêr Karaez, o lemel kuit da gentañ, poltred Sebastian Ar Balp, penn bras emsavadeg ar Bonedoù Ruz e 1675.
Goude ma ‘ z eo ret bremañ, hervez lezenn, kelenn « perzhioù mat » an trevadennerezh (pe golonizadur), bez e c’hell hiriv ur prefed, e bro dispac’h 1789, n’eo ket hepken kuzhat ul lodenn a-bouez hag arouezius eus istor hor bro a-enep galloud diharz ar Roue, met ivez mougañ gwir ar frankiz da embann anavezet gant Diskleriadur gwirioù mabden hag ar sitoian.
Mont dreist d’e c’halloud a ra ivez dre enebiñ war eeun ouzh diviz un ti kêr, o vresañ anat lezennoù digreizennañ 1982.
Pell emañ ar Republik C’hall da vezañ ur wir demokratelezh, hag hec’h istor koulz hag he lezennadur hen diskouez fonnus, pa vez ar stad nemeti en Europa gant Turkia n’he deus ket sinet Kenemglev diazez Europa evit ar minorelezhioù, pa vez an hini ziwezhañ en Europa o nac’hañ anavezout d’he yezhoù ha sevenadurioù ar gwir hag ar peadra da vevañ daoust da c’hourc’hemennoù ar Broadoù Unanet hag an aozadurioù etrevroadel.
Met diviz diktatourel ar prefed, a c’houde troioù kamm ken niverus da wirioù mabden e mont endro ar sistem, a ziskouez sklaer an ezhomm bras da zemokratelaat an ensavadurioù aet da bilhoù gant an oad.
An 23 a viz Genver 2006