Yann-Ber TILLENON Le Dimanche 19 juin 2011 22:46
Evit gwelout sklaer e tibunan ar pezh am eus lavaret c’hoazh meur a-wezh. Hervez an Hengoun eo ret holl diforc’hañ, distagañ mat, tri live a gaver en hollved a-bezh abaoe ar « big bang » : Ul live speredel, ul live fizikel (danvezel ha gremmel) hag ul live predel (trivliadel ha poellel) oc’h ober al liamm etre an daou !...
Pep tra a vale evel tredanvoest ur c’harrtan ! Bale a ra gant ur blein mui (+) hag ur blein lei (-). Ur vro yac’h en istor o krouiñ sevenadur nevez diwar e stuzegezh tremenet, zo unan kempouezhet mat etre an daou vlein.
1/ Ar « stad » zo « beli », aotrouniezh, dreistholl rann « gourel », SPEREDEL (youlel, nadel, meizel) pe ivez « penn » ur vro. (+)
2/ Ar « gevredigezh », zo « rezid », frankiz, dreistholl rann « benel », PREDEL (trivliadel ha poellel) pe ivez « kalon » ur vro. (-)
3/ An « tiriad », a zo « diazez », douar, dreistholl rann « ALVEZEL » (danvezel ha gremmel) ur vro.
Er « Bretagne » hon eus an tri live : Un tiriad, ur gevredigezh hag ur stad. An tiriad hag ar gevredigezh zo breizhat (n’eo ket « brezhon ») hag ar stad zo gall. Ar « Bretagne » zo en istor gall peogwir ez eo, war an douar, ar stadoù a ra an istor. Neuze, n’eus ket eus « Breizh », nemet e labour an Emsav hag e brezhoneg nevez an Emsav !
Labour an Emsav a dremen goustadik, a remziad da remziad, er gevredigezh vreizhat gall. Ret eo dezhi atoriñ, dre he mevelion, frouezh dispac’hel dañjerus an Emsav evit e neptuiñ e kevredigezh ar « Bretagne ». Kenderc’hel a ra an Emsav da vont war-raok goustad en istor Breizh…
En holl vroioù war an douar, ar stadoù zo ar spered hag ar spered zo er yezh. Petra a fell dimp ? Adlakaat « Breizh » en istor ? Neuze, an traoù zo sklaer hag eeun. A betra hon eus ezhomm er Bretagne -se evit ober « Breizh » anezhi ma n’eo ket diorren ar Stad Vrezhon izek a zo an Emsav hiziv ?
Hon kudenn zo sklaer : Penaos stummañ sternioù politikel, « marc’heion », amaezidi o servijout ur framm, ur Stad Vrezhon nevez en istor ? Hag eñ ne vo ket evelse servijet an denelezh o reiñ skouer un adsav, adsav ar spered ? Ar gudenn n’eo ket lennegel. Se ne sell ket ouzh ar Stad. Se a sell ouzh trivliadoù ar gevredigezh.
Lennegezh e galleg, en arabeg, e brezhoneg, arnesadek pe get, a c’hell bezañ savet er gevredigezh « vreizhat », dindan ar Stad C’hall, gant Kouliz Kedezh, Al Liamm pe n’eus forzh reoù-all... N’eo ket kudenn an Emsav, ar Stad Vrezhon hag he servijourion a fell dezho i diorren ! Hon kudenn zo istorel, ar brezel a stad da stad, ha n’eo ket lennegel er gevredigezh …