Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Remi Derrien enoret ba Kerien, ha strollad Gwerleskin da heul
Da 3e goude merenn hiziv, enrolladenn Remi gant Armand e milin Kerchuz, "Nifl ar c'honifl", hag ur pezh c'hoari "Sal ar Gouelioù"
Par Fanny Chauffin pour FC le 31/01/16 10:58
:

Da 3e goude merenn hiziv, enrolladenn Remi gant Armand e milin Kerchuz, "Nifl ar c'honifl", hag ur pezh c'hoari "Sal ar Gouelioù"

Aboae marv Remi oa bet skignet reportajoù Frañs 3 gant Remi kazetenner, Remi c'hoarier e strollad Penn ar bed, abadenn fentus Breizh TV gant Rozenn Milin... Ar wech-mañ oa bet klasket dielloù er radio, ha kavet ur reportaj divyezhek gant Remi o atersiñ miliner diwezhañ Kerchuz, Armand Penneg.

Brezhoneg ar vro, ha fent an daou gomper, dreist da selaou. Setu neuze ar pennad, deoc'h-c'hwi da vont da sellout ouzh an dresadenn vev "Nifl ar c'honifl", gant mouezh al lapin (Remi Derrien) ha mouezh ar wizi (Mona Bouzeg). Plijadur vo goude merenn ba Kerien, alken. Ha war lerc'h,pezh diwezhañ strollad Gwerleskin, sikouret gant strollad Kallag.

Voir aussi sur le même sujet : taol kurun, stourm, c'hoariva