Korn ar vugale, d'an eur-se n'eus ket kalz a dud, met tud a galite bodet asambles, skrivagnerien, lennerien ar juri, tud kurius da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar c'honkour lennegel-se a bad abaoe nav vloaz bremañ.
Un nebeut sifroù evit kregiñ : 750 den o kemer perzh, 250 skoliad ar c'hentañ derez gant 12 skol, ha 500 skolajiad ha lisead pemp skolaj hag ul lise.
Tro dro d'an daol, daou skrivagner yaouank, e pevare klas, skrivet ganto daou levrig Priz ar Vugale : Maina Carval ("ur sorserez eo Mamm-gozh") ha Carl Diekmann (Den Bleiz). Tri skrivagner ar rummad 6vet/4re a zo aze ivez : Anthony Renaudin evit "Iskisat breur bihan", Erwan Billant evit "Dorn Dir" ha Paskal Hervio evit "Tamasheg". Evit ar re vrasañ (Trede/Termen) e oa an div skrivagnerez Katell Chantreau ha Patricia Legrand-Peoc'h ("Balafenn Houarn"). Frank Bodenes oa deuet evit kinnig "Tramor,son ha ton", ha Mai-Ewen an dastumad danevelloù "Kroaz Hent".