Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/35/35778_1.jpg
Priz ar Vugale : Denise Le Franc, Milena, Mai Ewen
- Communiqué de presse -
Priz ar Vugale : teir skrivagnerez disadorn e Kemperle
Da 4e30 disadorn e vo lennerien yaouank ha skrivagnerezed hag a gomzo diwar-benn ar blijadur lenn istorioù e brezhoneg
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 23/11/14 21:49
:

Da 4e30 disadorn e vo lennerien yaouank ha skrivagnerezed hag a gomzo diwar-benn ar blijadur lenn istorioù e brezhoneg

Denise a blij kalz d'ar re vihan : trec'h div wech gant "Priz ar Vugale" roet gant skolidi kentañ derez an tri rummad divyezhek, gant kazi 80% ar re o doa votet, e 2014 hag e 2010.

Sikouret e oa Denise evit sevel he istor gant Mai Ewen ha Milena. Ul labour a-stroll, gant kalz a blijadur da lakaat ar rummadoù yaouank da anavezout ar vuhez gwechall dizoloet gant bugale a-vremañ. Niza ha Zett, div blac'h digourdi, divergont a-wechoù, leun a startijenn, un doare "Pipi Langstrumpf", pe "Fifi Brin d'Acier" ma karit a blij d'al lennerien yaouank a glask istorioù tost outo.

'Benn disadorn e stal Penn da Benn e Kemperle e vo Denise gant Mai Ewen, skrivet ganti un daouzeg a levrioù dija (haiku, danevelloù, romantoù evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz).

Ar vugale a lenno pennadoù, prientet gant Sebastien, kelenner e CE2/CM2 Kemperle. Hag an holl a c'hello kemer perzh e stal levrioù bihan Marijo, ken degemerus atav. E brezhoneg e vo pep tra, hag a-drugarez da dafar ofis ar brezhoneg e vo troet en galleg war eeun an traoù a vo lavaret.

Digoust, Kemperle, plasenn sant Mikêl. Adalek 3e : Kafe gant brezhonegerien a-vihanig.

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh, lennegezh