Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/22/22623_1.jpg
Armel Ar Sec'h Maina Mallejac ha Corinne ar Mero
- Dépêche -
Priz ar vugale 2011/2012 : pevar skrivagner nevez
Avel nevez gant skridoù a bep seurt, skrivagnerien gozh ha re yaouank.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 10/07/11 22:51

E Kemper, disadorn, e oa bodet Maina, Armel, tad Carl ha kelenner tri skolajiad o doa savet holl un danevell dibabet gant ar juri evit Priz ar Vugale a zeu.

A wech kentañ eo gwelout kement a dud yaouank o kinnig skridoù, mennozhioù e-leizh ganto. A-drugarez da Vai-Ewen, Goulc'han Kervella, Pierre-Emmanuel Marais, Mich Beyer a zo deuet da welout anezho ha da sikour ar re a felle dezho mont pelloc'h dre ginnig ur skrid peurechuet. A-drugarez ivez d'ar "reizherez", Corinne ar Mero he deus sikouret kalz anezho.

Ar pevar istor ?

- "Sorserez eo Mamm-gozh" ma konter istor ur paotrig, o vont da vakansiñ da di e vamm-gozh. Met n'eo ket un ti evel ar re all : ur vran ha kazh an ti a vez o tabutal ingal ... ha troioù-hud a reont ivez ! Skrivet gant Maina Mallejac, sot gant Harry Potter hag istorioù strobinellerien.

- "Ar sarpant bihan": skrivet gant Armel ar Sec'h, a blij dezhi mojennoù Breizh ha Mor Breizh. Setu un aerouant o sellout ouzh tud o pourmen war an aod.

- "Den bleiz", skrivet gant un den yaouank, ma kont istor ur paotr sot gant ar c'hoarioù video. Met un deiz e teu un den bleiz da strobinellañ e familh a-bezh. Penaos mont maez eus ar wallhuñvre-se ?

- "Gerard, an den mat", skrivet gant tri skolajiad eus ar Releg Kerhuon : diaes eo d'an harozez bevañ gant mignon he mamm, sotonioù, troioù kamm a vo c'hoariet dezhañ ganti. Met tamm-ha-tamm e seblant Gerard bezañ un den mat ...

Evit gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87

Kaset e vo an holl ditouroù d'an holl skolaerien e fin miz Eost.

Cet article a fait l'objet de 1036 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
RONAN MALLEJAC Le Vendredi 19 août 2011 20:48
TOUS AVEC MAINA WESH WESH TES LA MEILLEURE ON TAIME TU VAS TOUS LES BATTRE TU NOUS DONNERA DE LQRGENT QUAND TU SERA RICHE
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons