Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Présentation de livre -
Poltred Dorian Gray
“Kement a draoù ennoc'h o deus ma hoalet ma'm eus santet e ranken komz deoc'h diwar ho penn. Soñjet em eus pegen mantrus e vefe ho lezel da zizeriañ. Pa
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 15/10/15 11:29

“Kement a draoù ennoc'h o deus ma hoalet ma'm eus santet e ranken komz deoc'h diwar ho penn. Soñjet em eus pegen mantrus e vefe ho lezel da zizeriañ. Pa ne bado ho yaouankiz nemet ur prantad ken berr, ur prantad ken berr. Goeñviñ a ra bleunioù ar maezioù hogen bleuniañ a reont en-dro. E miz Mezheven penn-bloaz e vo ar gitizenn ken melen ha m'eo bremañ. A-benn ur miz e vo stered limestra er rouanez-al-liorzhoù hag a vloaz da vloaz e vo douget stered limestra gant noz glas he delioù. Hogen ni, biken ne adkavimp hor yaouankiz. An dalm a levenez a lamm ennomp d'an oad a ugent vloaz a ya war wanaat. Hon izili a zeu da vezañ laosk hag hor skiantennoù da vezañ brein. Koazhañ a reomp e stumm mergodennoù hakr, hentet gant an eñvor eus angerzhioù a veze ouzh hor spontañ betek re hag eus temptadurioù c'hwek ne oamp ket kalonek a-walc'h evit kouezhañ enno. Yaouankiz! Yaouankiz! N'eus netra, netra all er bed nemet ar yaouankiz!”

Dorian Gray a selaoue, digor-bras e zaoulagad, en entremar.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn