Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/20/20316_1.jpg
- Reportage -
Pobl Masai en arvar : ur brezegenn e saozneg e skolaj Diwan Kemper
Ur c'hlasad gant ur videobanner, kartenn Kenya ha Tanzania ouzh an daolenn wenn. Un den, gwisket mod "Masailand" a zo o komz gant ar skolajidi trede klas, e saozneg. Sioul hag habask ar paotr : koulskoude e vez santet un istor poanius ha start
Par Fanny Chauffin pour ABP le 24/10/10 13:31

Ur c'hlasad gant ur videobanner, kartenn Kenya ha Tanzania ouzh an daolenn wenn. Un den, gwisket mod "Masailand" a zo o komz gant ar skolajidi trede klas, e saozneg.

Sioul hag habask ar paotr : koulskoude e vez santet un istor poanius ha start. Ganet e 1961 e Masailand, bet eo bet tutet gant ar Saozon evit mont d'ar skol, ar chans-se n'eo ket bet roet d'e c'hoarerezed ha d'e breudeur. Kaset da studiañ 80 km pelloc'h, da c'houde e Broioù Izel e Kanada, tapet diplomoù uhel gantañ. Bremañ e vez difennet gantañ gwirioù pobl Masai e pep lec'h er bed.

Penaos e vev ar bobl Masai hiziv an deiz ? 1 200 000 a dud a vev etre an Tanzania hag ar C'Henya, an dour a zo da gerc'hat 8 km deus ar geriadenn, 10 metrad dindan an douar. Diaes eo mirout ar sevenadur hag ar yezh. Diaes eo gouzañ e vez ar stad Kenia o tastum kalz arc'hant gant an douristelezh (eilvet evit PNB ar stad), gant safari (mont a ra an touristed da chaseal al leoned, an olifanted, ...), ma ne vez roet gwenneg ebet d'ar bobl Masai.

Met n'eo ket fuloret an den. Evitañ sevenadurioù Europa ha Stadoù Unanet o deus kollet o ene, ar blijadur hag ar sevented. Souezhet eo gant emzalc'h an dud e metro Londrez, da skouer. Ar re yaouank oa souezhet gant an den en deus lavaret dezho : "Dirak ho skrammoù, ne vez ket gwir darempredoù. Ret eo mont da welout ar re all, ret eo adkrouiñ liammoù gant an natur, an en dro." Ha desket dezho gerioù yezh Masai, sifroù (liammet gant yezh ar sinoù evit ar re vouzar).

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons