Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Plijadur e ti-gar Gwengamp
Plijadur e ti-gar Gwengamp ! Muioc'h a dud (hag a archerien) evit warlene, muioc'h a sonerien ha kanerien ivez, n'eus ket ezhomm da lâret oa bet un abadenn vrav en ti-gar SNCF disadorn goude merenn, aozet gant ar strollad Ai'ta! Bro-Dreger ha skoazellet gant un toullad tud eus Ai'ta!
Par Jérémy Robin pour Ai'ta ! le 11/12/06 18:23

Plijadur e ti-gar Gwengamp !

Muioc'h a dud (hag a archerien) evit warlene, muioc'h a sonerien ha kanerien ivez, n'eus ket ezhomm da lâret oa bet un abadenn vrav en ti-gar SNCF disadorn goude merenn, aozet gant ar strollad Ai'ta! Bro-Dreger ha skoazellet gant un toullad tud eus Ai'ta! Bro-Roazhon. E-pad div eurvezh hanter oa bet un dek strollad bennaket o lakaat an dud da dañsal, dirak daoulagad dispourbellet ar veajourien. Ha dalc'het vo soñj e-pad pell eus ar vreudeur Morvan, bet o kanañ gant bep a d-shirt orañjez dindane, ken seder ha tra ! Emichañs o do pennoù bras an SNCF e Breizh keloù eus an degouezh-mañ. Ur wezh ouzhpenn eo bet diskwelet dezhe c'hoant an dud da gaout brezhoneg en tier-gar. Gant ma vefomp klevet !

Evit achuiñ, trugarez vras d'an holl bet en ti-gar, dreist-holl d'ar sonerien ha d'ar ganerien...

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Ai\\\'ta !]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 9) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons