Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Pezhioù c'hoariva evit ar vugale : ha skrivagnerien a zo e brezhoneg ?
Respont a ra Goulc'han Kervella goude un devezh labour, pa oa bet c'hoariet teir gwech "ar gêr vras" dirak 500 bugel en doa krouet meur a bezh gant e skridoù
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 11/02/14 1:34
:

Respont a ra Goulc'han Kervella goude un devezh labour, pa oa bet c'hoariet teir gwech "ar gêr vras" dirak 500 bugel en doa krouet meur a bezh gant e skridoù dezhañ

Awenet gant mojennoù Breizh hag ar broioù keltiek en doa ijinet evel "Beaj Maelduina","Avaloù liorzh Vleago", embannet e 1993, pe c'hoazh "Ar roue Marc'h" e 1995. Goude e oa liammet danvez ar pezhioù c'hoari evit ar vugale gant an en dro : "An tour tan", "al labous hag ar pesketour"e 2002, pe gant kudennoù sokial evel hini "Ar gêr vras" e lec'h e vez gwelet ur c'hlasker bara deuet da vout mignon ur plac'h dibaper. Hag evit gounit un tamm bara, setu int o daou o kontañ d'an dud "Ar roue Marc'h".

A-viskoazh eo bet labour Ar Vro Bagan ul labour evit adperc'hennañ ar brezhoneg hag istor ar vro. Ha mojennoù Breizh a zo pinvidik mor evit gallout hen ober. Evit sikour ar skolaerien en doa skrivet e 2005 "War al leur c'hoari" evit sikour anezho da sevel ur pezh int o-unan. Gant TES atav oa bet embannet "C'hoarioù C'hoariva" e 2011. Ur brav a labour, gant poelladenoù evit ar c'horf, ar vouezh, ijin traoù war ar prim.

Gant Celine Soun e teu an awen kentoc'h eus ar c'henlabour gant broioù Guatemala pe Chili, abadennoù evit an holl, pas evit ar vugale hepken, memes ma oa bet graet ganti pezhioù berr da c'hoari dirak skolajidi pe bugale pa oa o labourat e skolaj Gwened pe e klasoù divyezhek.

Neuze, piv a skriv evit ar c'hoariva evit ar vugale hiziv an deiz ? Goulc'han ha setu tout, evit ar brezhoneg ? Troidigezhioù a vez graet, evel hini "Al liorzhour", skrivet gant Mike Kenny ha troet diwar ar saozneg, embannet gant Berlobi/Emglev Breizh e 2012. Mod-all e vez kemeret pezhioù evel hini "Kurunennoù ar rouanez" troet eus ar galleg gant Youenn Kraff e 2011, met n'eo ket bet embannet. Ul labour klask ha treiñ a zo da ober neuze evit strolladoù o deus c'hoant c'hoari dirak ar vugale.

Krouiñ hep skrivañ an disterañ linenn, evel strollad liseidi Diwan Karaez ? Pe mod-all, kemer pezhioù c'hoari renabl pezhioù ar c'haoriva kozh e brezhoneg ha renevezaat anezhañ, 'giz e veze graet gant strollad Kallag, Silvain ha Mari-Elen o tibuniñ gwerzhioù hir, hag o lakaat an holl da c'hoarzhin ?

Voir aussi sur le même sujet : c'hoariva, taol kurun