Emañ Bannoù-heol o paouez embann levrioù nevez e brezhoneg evit ar vugale. En un dastumad nevez "Istorioù kaer ar re vihanañ" eo bet embannet ar peder levrenn-mañ.
- Ar balum hag ar pesk bihan
Un deiz en em gav ur balum gant ur pesk bihan.
"Bezomp mignoned ha c'hoariomp asambles 'ta !" emezo.
Met daoust ha ken aes-se eo pa vezer ken disheñvel ?
- Daou vignon da viken
Er savanenn ez eus bec’h etre ur maligorn hag un olifant.
Bing ! Baoñ ! Gloazet int o-daou.
Penaos emaint o vont d’ober evit en em glevet en-dro ?
- Kounnaret eo Neñneñ !
Chomet eo Neñneñ Elouan e-unan, disoñjet e kambr ar paotr bihan.
Kounnaret-bras eo neuze ha lakaat a ra an ti war an tu enep !
Ata Neñneñ, na rez ket biloù :
tuchantik e vo Elouan ganit...
- Un aval etre daou
En ur wezenn-avaloù ez eus kresket un aval bras.
Un deiz ez eus aet ur preñv da chom e-barzh.
Toullañ a ra, toullañ a ra... Ha setu ma kouezh fri-ouzh- fri gant ur preñv all, deuet e-barzh dre an tu all !
Petra a c’hoarvezo ?
Embannet e miz Here 2016
Mentoù : 19,5 x 19,5 cm
Niver a bajennoù : 24
Pouez : 204 g
Priz : 5,20 €
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)