Bro-Gembre an hini eo a zo bet pedet ar bloaz-mañ gant Festival Etrekeltiek an Oriant. Undigarez a-feson evit reiñ ar gaoz d'he c'hentañ ministr.
ABP : Abaoe 1999 he deus Bro-Gembre he Bodad Broadel dezhi hec'h-unan. Peseurt bilañs a rit eus an 10 vloaz a « devolution» ?
Rhodri Morgan : "Ar brasañ cheñchamant a denn ouzh ar fiziañs hon eus ennomp. C'hoant hon eus da gemer an divizoù a sell ouzhomp. Se eo ar gwellañ tra he deus degaset deomp an «devolution». Un efed all he deus bet, lakaat an dilabour da zigreskiñ betek en em gavout a-live gant hini Bro-Saoz. Abaoe 1999 he deus gounezet Bro-Gembre 150 000 implij. An «devolution» n'he deus ket lakaet da serriñ postoù-labour, en desped d'ar pezh a lâre ar re a oa a-enep dezhi met ar c'hontrol, sikouret he deus da grouiñ postoù nevez. Hor bro he deus cheñchet kalz dindan dek vloaz. Bremañ omp prest da gemer hon dazont e karg, o tennañ kentel eus ar fazioù bet graet. Evel-se eo e vez savet ur vroad."
ABP: E 1997 e oa just-tre ar brasañ-niver a felle dezho krouiñ ur Bodad Broadel. Abaoe zo bet meur a sontadeg o tiskouez anat e vez degemeret mat an devolution hag ar strollegezhioù kembreat nevez savet a-ziwarni.
Rhodri Morgan : "N'on ket souezhet.N'eo ket bet ar Gembreiz divarrek da verañ o dazont, evel ma embanne ar re a-nep-devolution. Trawalc'h eo sellet ouzh ar fedoù. War wellaat eo aet stad Bro-Gembre abaoe m'eo bet krouet ar Bodad Broadel a vro-Gembre.
Un nebeud skouerioù a roin eus ar pezh he deus votet ar Bodad Broadel:
- war dachenn an Deskadurezh hon eus aozet un doare bak kembraek evit ar re 16-10 vloaz, magourioù bugale war skouer ar broioù skandinav ha, bep an tammig, e pella an hentennoù kelenn kembraek ouzh re ar sistem saoznek, a vez o ren hor skolioù abaoe 125 bloaz.
- war-zu ar yec'hed e reomp strivoù: yalc'hadoù evit ma c'hellfe ar brasañ niver a grennarded ober studioù, difenn butuniñ, louzeier digoust...
- ouzh ar re gozh e taolomp evezh ivez. Digoust eo ar c'hirri-boutin evit an dud war o leve, evit ma c'hellfent mont da brenañ o defotachoù pe evit mont da welet o familh.
Dindan 10 vloaz hon eus cheñchet hon doare da welet an ekonomiezh. Echu eo gant an aozañ tachennoù labour greantel a-raok klask embregerezhioù evit dont d'en em staliañ enno. Bremañ e vroudomp an embregerezhioù da ziorren o rannoù teknik ha skiantel er hor bro. 10 vloaz 'zo n'hor boa tost embregerezh ebet gant rannoù-enklask a live etrevroadel. Bremañ zo kalzig, EADS, IBM, Motorola, Avaya, GE Heathcare, General Dynamics ha meur a hini all c'hoazh...
Ur skouer diwezhañ. Implij a ra ar greizenn Airbus ouzhpenn 6000 den er Flintshire war bostoù a live teknikel uhel-tre war ar sevel askilli evit holl kirri-nij an embregerezh. E St Athan, e traonienn Glanmorgan e vo savet e vo un akademiezh milourel a grouo meur a viliad postoù-labour en ur skol par da Oxford pe Cambridge."
ABP : Galloudoù Bodad Broadel Kembre n'int ket ken ledan ha re ar Parlamant skosat. Ha c'hoant 'peus war an hent-se ?
Rhodri Morgan : "Disheñvel-tre eo o hengoun a -fed politikerezh ouzh hon hini hag hini Bro-Saoz. Met setu ur goulenn a zeu war-wel bremañ e Bro-Gembre. Dekred 2006 a ro aotre deomp da aozañ ur vouezhiadeg a-benn ledanaat galloudoù lezennel hor Bodad Broadel. Ar strollad «Labour» hag ar Plaid Cymru zo prest da labourat evit ma vefe disoc'hoù mat d'ur referandom a c'hellfe bezañ aozet e 2011.Ur c'honvantion evit Bro-Gembre, All-Wales Convention, en e benn Sir Emyr Jones Parry bet kannad Bro-Saoz e aozadoù ar Broadoù Unanet, en deus krouet ma gouarnamant evit selaou ali an dud war ar poent-se. E 2010 e rento ar bodad-se e zivizoù. D'ar poent-se e tibabo ar gouarnamant an deiziad evit ar referandom."
ABP: Abaoe bloaz e labour ar strollad Labour Kembre hag ar Plaid Cymru asambles evit ren ar vro. Petra eo al linennoù politikel ho peus dibabet ha petra ho peus kaset da benn asambles?
Rhodri Morgan : "An «One Wales Program» savet gant gouarnamant Labour-Plaid Cymru a zo ur sintezenn eus hon 2 brogram, gant ar pouez lakaet war ar yec'hed, an deskadurezh, an endro hag ar yaouankiz lakaet diaes. 220 ober hor boa da gas da benn ac'han da 2010 hag un tamm mat hon eus graet dija, evel ar plasoù parkañ digoust evit an dud da vezañ operataet pe ar «mediateur» war dachenn gwrioù ar re gozh( ar re gentañ omp evit se, er bed a-bezh ) pe ar sistem skol evit bugale 3-7 vloaz savet war skouer ar Skandinaviz.
Termenet hon eus ivez ur steuñv evit an energiezhioù padus ha lec'hiet an tachennoù e-lec'h ma vo savet ar c'hreizennoù milinoù-avel."
ABP: Peseurt plas a fell deoc'h reiñ d'ar c'hembraeg er gevrdigezh kembreat?
Rhodri Morgan : "Ur roll a-bouez he deus ar c'hembraeg da gaout er vro, d'ur mare ma kresk an niver a vugale skoliataet e kembraeg. Aet eo ma gouarnamant e darempred gant Westminster evit ma vefe kresket deomp hor gwirioù, deomp da vezañ gouest da votiñ lezennoù nevez evit broudañ ar c'hembraeg."
ABP: Sinet ho peus un emglev kenlabour gant Jean-Yves Le Drian ha Kuzul Rannvro Breizh. Peseurt ober zo bet kaset da benn ? Ha posupl eo kreñvaat ar c'henlabour-se ?
Rhodri Morgan: "Liammoù istorel hon eus gant Breizh. Embannet eo bet war an ton bras dre ur memorandom, Memorandum of Understanding, etre Kembre ha Breizh, e 2004. Gantañ e vez roet ar framm evit seveniñ ur c'henlabour etre Bodad Broadel Kembre ha Kuzul Rannvro Breizh war ur gont mat a dachennoù.
Ez-pleustrek e tegasomp da Vreizh hor skoazell evit ma c'hellfe emezellañ er rouedad european EARLALL, ur gevredigezh european evit ar rannvro war dachenn ar stummadur dibaouez. Labourat a reomp ivez asambles dre ar Ofisoù evit ar c'hembraeg hag evit ar brezhoneg. Sinet zo bet un emglev kenlavour etre an Oraganic Centre Wales Partnership hag ar FRCIVAM e Breizh evit diorren al labour-douar bio, padus ha kengred ."
ABP: Niverus-mat e vo dileuridi Bro-Gembre en Oriant, ar bloaz-mañ. Peseurt skeudenn a fell deoc'h reiñ eus ho pro d'ar Vretoned ?
Rhodri Morgan : "Un darvoud sevenadurel a-bouez eo Festival an Oriant. Pedet eo bet Bro-Gembre. Un degouez a-zoare eo evidomp, deomp da zont da ginnig ar gwellañ eus ar pezh a ouzomp ober a-fed sonerezh ha sevenadur. C'hoant em bije ivez e teskfe ar sonerien a Vro-Gembre deuet betek an Oriant penaos o deus graet ar Vretoned evit brudañ ken brav ar sonerezh kelt war ar marc'had gall, ar pezh n'he deus ket gouezet industriezh kembraek ar sonerezh hengounel ober gant ar marc'had saoz."
Komzoù dastumet gant Jakez an Touz